Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gnothi seauton

Eus Wikipedia
Dismantroù templ Apollon eDelfi. Ouzh an talbenn e oa skrivetGnothi seauton.
Γνῶθι σαυτόν, en em anavez da-unan. Skrivet ouzh gwerenn ur savadur eLudwigshafen, en Alamagn.

Al lavar henc'hresianekγνῶθι σεαυτόν / gnōthi seauton (peσαυτόν / sauton gant ε gwasket), da lavarout eoen em anavez da-unan, a oa skrivet epronaos (rakporzh)Templ Apollon e Delfi - hervez a skrivas an douaroniourPaosanias ar Beajour (10.24.1), unan eus an tri lavar merket eno (Megen agan a oa ur bomm all)..

Troet e vez e latin gant « Nosce te ipsum ».

Lakaet eo bet al lavar-se war gont meur a zen, c'hwec'h fur da vihanañ eus Hellaz kozh.


Hervez skridoù all e vije bet lakaet war gontPhemonoe, ur varzhez vojennel. Meneget eo al lavar gant ar barzh romanJuvenal en e flemmganoù (Flemmgan XI) ma skriv e teu ar gentel -sede caelo (eus an neñv).

Sokratez pe nann

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Alc'hwez andenegezh hervezSokrates eo ar bomm-se, a ro d'an den ar gefridi hag an dlead da anaout e vuzul hep klask kenstrivañ gant an doueed . Diaes eo krediñ e teu eus Sokrates avat pa oa bet lavaret dija gant Herakleitos :« Ret eo en em studiañ, ha deskiñ pep tra drezomp hon-unan ».


Ster al lavar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer kompren "en em anavezout" evel anavezout ha kompren emzalc'h pe emzoug mab-den, e vuhezegezh, e zoare da soñjal, rak en em anavezout n'eo nemet anavezout an dud all ivez.


Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lennegezh saoznek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ar varzhonegKnow Thyself gantAlexander Pope
  • Ar varzhonegGnothi Seauton gantRalph Waldo Emerson
  • Stolen legacy: Greek Philosophy is Stolen Egyptian Philosophy, levr gant George G. M. James[1] .

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

-e saozneg:

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gnothi_seauton&oldid=2130519 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp