Glycerius (w.d 420 - goude 480) a oa unan eus impalaerien roman ar c'hornôg diwezhañ. Un eskob katolik e voe goude ma voe aet kuit eus ar galloud e474.
Kont ar vevelien e oa el lez-impalaer eRavenna pa voe embannet da impalaer gant arMagister militumGundobad war-dro an 3 a viz Meurzh473. Evel ma oa nemet ur vargodenn eus Gundobad, lakaet gantañ e lec'h an impalaer reizh diwezhañAnthemius (muntret e 472), ne voe ket anavezet gant lezKergustin.
Posupl eo e taleas diskar an impalaerezh ag un nebeud a vloavezhioù. E-pad e ren e oa Roma en arvar en abeg d'arWizigoted a oa en em staliet eSpagn ha suGalia ha d'anOstrogoted a zalc'heDalmatia. Pan antreas an Ostrogoted e Galia e473 e kasas soudarded da virout anezho ouzh unvaniñ o nerzhioù.
Ne oa ket impalaer ar reter Leo I prest da c'houzañv war dron ar c'hornôg, avat . Kas a reasJulius Nepos ag-e-enep gant ul lu bras. Dilestriñ a reas Julius Nepo enOstia, e-kichenRoma, m'edo Glycerus d'an ampoent-se. En em zaskorañ a ra hemañ hep stourm ha dezhañ e roas an impalaer nevez eskoptiSalona.
Hervez an istorourMalc'hus e voe empleget e muntr Nepos e480, moarvat gant skoazellOdoakr, roue barbarItalia. Gantañ en-defe degemeret eskoptiMilan met diresis eo an andonoù.
N'anavezer ket pegoulz e varvas Glycerus. Mont a ra diwar-wel en dielloù goude480.