Giulia Gonzaga (1528-1566) a oa ur briñsez lennek italian eus ar XVIvet kantved.
Ganet e oa Giulia eGazzuolo, e-talMantua, e 1512.
E 1526, da 14 vloaz, e voe dimezet daVespasiano Colonna (1480-1528), kontFondi ha dugTraetto (a zoMinturno hiriv), a oa 33 bloaz koshoc'h egeti. Hennezh, kenderv a bell dezhi, mab daProspero Colonna, a oaintañv goude marv e wreg kentañ, BeatriceAppiani, merc'h da aotrouPiombino, ha tad ur verc'h anvet Isabella.Fall e oa e yec'hed,kamm hamogn e oa[1]. Giulia, he devoa degaset 12.000 skoed aour evelargouroù. Hêrezh he fried a vije dezhi gant ma ne addimzje ket, ma addimezje ez aje he madoù gant he lezverc'h Isabella (a oa en oajoù ganti moarvat).
Daou vloaz goude, e Meurzh 1528, e chomas intañvez, ha hi 16 vloaz. Ne fellas ket dezhi addimeziñ.
Brud a voe gant lez Giulia Gonzaga e Fondi tra ma chomas eno, eus 1526 da 1534, aozet ganti da vezañ ur greizenn a sevenadur, skoazellet gant he sekretour, ar barzhGandolfo Porrino, ma pede tud evelVittoria Colonna (barzhez kar d'he fried),Marcantonio Flaminio,Vittore Soranzo,Francesco Maria Molza,Francesco Berni, al livourSebastiano del Piombo - a reas ur poltred anezhi -Pier Paolo Vergerio,Pietro Carnesecchi, hag ar skrivagner spagnolekJuan de Valdés, eus Naplez, a chomas e darempred ganti a-hed e vuhez .
Valdes a skrive mil meuleudi diwar he fenn, evel e Gwengolo 1535, en ul lizher d'ar c'hardinalErcole Gonzaga, ma konte e oa bet e Fondi «gant an itron-se, ha pec'hed bras eo ne vije ket itron ar bed penn da benn, met krediñ a ran-me eo bet aozet evel-se gant an aotrou Doue evit ma c'hallfemp-ni, tud keizh, kaout plijadur gant he c'haoz hag hegarated paradozel perzhioù a zo par d'he c'hened »[2]. .
En nozvezh etre an 8 hag an 9 a viz Eost 1534 e voe arsailhet kêrFondi (e kreisteizLazio) gant armorlaerKhayr al-Din, lesanvetBarbarossa, a oa oc'h ober freuz ha reuz e kreisteiz ar vro abaoe ur pennad, hag a glaskas skrapañ an intañvez koant d'he c'has d'e impalaerSuleyman II. Gallout a reas Giulia tec'hel avat, ma savas droug e Barbarossa, a lazhadegas tud Fondi haSperlonga, met diarbennet e voe enItri.
Hervez teodoù fall an amzer e vije bet iset Barbarossa d'ober e daol gant antiegezh Colonna abalamour da gaout en-dro madoù Vespasiano Colonna chomet gant an intañvez.
Serc'h e voe d'ar C'hardinalIppolito de' Medici (1511–1535), eusFirenze, a varvas enItri e 1535 goude un emgav ganti.
22 vloaz e oa Giulia Gonzaga pan eas d'ur gouent da Naplez e 1535, ma en em gavas gantJuan de Valdés e 1536. Sachañ a reas warni evezh Lez-enklask an Iliz, ma rankas skrivañ e 1553 d'ar c'hardinalErcole Gonzaga da zisklêriañ ne oa ket a-du gant skridoù Valdés.
Mamm e vije bet daAsdrubale de' Medici a varvas e Malta, e 1565. Sevel a reas he nizVespasiano Iañ Gonzaga pa varvas e dad.
Mervel a reas e 1566, da 53 vloaz. Neuze e voe kavet lizhiriPietro Carnesecchi e-touez paperioù ar gontez. Servijout a rejont d'an Iliz : kondaonet e voe Carnesecchi d'ar marv ha devet e gorf e 1567.
Meneget eo anv Giulia gant ar barzhLudovico Ariosto, en eOrlando furioso (XLVI, 8):
Iulia Gonzaga, che dovunque il piede
volge, e dovunque i sereni occhi gira,
non pur ogni altra di beltà le cede,
ma, come scesa dal ciel dea, l'ammira.