An dud kentañ o chom en enez a erruas war-dro 50 000 bloaz zo. An Europeiz kentañ a oa Portugaliz ha Spagnoled er XVIvet kantved. Goude e oa trevannet ha rannet etre an Izelvroiz er C'hornôg hag an Alamaned hag ar Saozon er Reter.
Rannet eo hiziv an enez etre divriez. Dalc’het eo an hanterenn gornaoueg (Papoua ar C'hornaoueg) gantIndonezia. An hanterenn reter a ya d’ober an darn vrasañ eusPapoua-Ginea Nevez, ur vro dizalc’h. 11 milion bennak a dud a zo o vevañ en enez-se e 2014. An darn vrasañ anezhe a zoPapoued.
Ur gwir kroashent biologel eo Ginea-Nevez. Puilh ha liesseurt eo al loened hag ar plant abalamour d'he hin ha d'he douaregor. Menezek-kenañ eo ar vro, ouzhpenn an hanter eus an tiriad zo uheloc'h eget 1000 m. Liesseurted yezhel ha genetek an dud a zo bras-kenañ ivez.