Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

George Grosz

Eus Wikipedia

George Grosz, bet ganetGeorg Groß d’ar 26 a viz Gouere1893 eBerlin ha marv d’ar 6 a viz Gouere1959 eBerlin, a zo ul livour alaman, un ezel a-bouez eus dada hag eus tu kleiz ar wirvoudelezh nevez.

E vuhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Deegemeret e voe e akademiezh arzoù ar roue (Königlichen Kunstakademie Dresden), eDresden e1909, hag e skol arzoù-kaer (Kunstgewerbeschule)Berlin e1912. Eno e teskas gantEmil Orlik (1870-1932).A-benn tennañ ar merk alaman diouzh e anv ec’h ouzhpennas un “e” e dibenn e raganv, hag e teuas "ß" e anv familh da vezañ “sz”. Er memes koulz e kemmas e vignon Helmut Herzfeld e anv, evit dont da vezañJohn Heartfield.

Engouestlet e voe en arme e1914, hag e chomas daou vloaz en ur rejimant greunadourien a-raok bezañ reformet e miz Mae1917. Ez-ofisiel voe reformet abalamour d’ur gudenn sinus, koulskoude e chomas ur pennadig en un ti-diskuizh arme evit ar re sot.

E 1918 ec’h emouestlas er strollad komunourNovembergruppe. Kemer a reas perzh en emsavadeg spartakour hag e voe harzet e miz Genver1919. Paperioù identelezh faos a voe roet dezhañ hag e teuas a-benn da dec’hout kuit. Asambles gantHeartfield ec’h emezelas er Strollad Komunour Alaman (KPD). Kemer a reas perzh e kazetennoù politikerezhBerlin evel "Der Blutige Ernst" ha "Die Aktion". Enebarmeour hag engouestlet en arz proeleter e voe da vat hag en devoe ur bern kudennoù gant ar justis : kelaouennoù miret a vezañ embannet, kondaonet evit bezañ kunujennet an arme, eveshaerezh pa zeuas er-maez e levr engravadurioù anvet « Gott mit uns » (1920).

Lesanvet e voe "Marichal Propagandada" hag e voe e-touez ar re a aozas ar Foar etrebroadel kentañ e Berlin d’ar 5 a viz Even1920. E-touez an aozerien e oa ivezRaoul Hausmann haHeartfield.

Goude bezañ tremenet pemp miz enURSS ha bezañ kejet ouzhLenin haTrotski e verzas anien wir ar gomunouriezh hag e kuitaasKPD pa zistroas daAlamagn, e1922.

A-fet arz ec’h implijas Grosz perzhioù pennañ ar flemmskeudenniñ hag e tiksouezas gwirvoud stad ar bed goude ar brezel-bed kentañ.A-fet skeudenniñ e tenn e arz da veur a luskad :dazontouriezh hadada, dreist-holl evit a sell ouzh diskouez birvilh ar chêrioù bras (Gwelout e oberenn :Obidoù Oskar Panizza savet e1917).

A-enep-groñs d’an nazied e oa, ha ret e voe dezhañ kuitaatAlamagn e1932. Arzoù a gelennas neuze eArts Students League (New York) e1933, hag e no e labouras a-frapadom betek1955. Broadet e voe amerikan e1938. Kemm a voe en e zoare da dresañ, romantel e teuas da vezañ, ar pezh a vez gwelet peurliesañ evel un diskar en e oberenn.Kenderc’hel a reas da livañ ha da ziskouez e oberennoù ,hag e lakaas embann e eñvorennoùA little yes and a big no (Ur ya bihan hag un nann bras) e1946.

Er bloavezhioù 1950 e tigoras ur skol-arzoù en e di hag e labouras evit kreizenn-arzoùDes Moines.

E1954 e voe dilennet e Akademiezh amerikan an Arzoù hag al Lizhiri.

E1959 e tistroas da Verlin. Eno e varvas d’ar 6 a viz Gouere, goude bezañ kouezhet en diri goude un nozvezh riboul.

Plakenn da zerc'hel soñj eus Grosz eWilmersdorf,Berlin

Un nebeud oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Obidoù Oskar Panizza,[1] 1917, eoullivadur war lien, 140 x 110 cm, Staatgalerie,Stuttgart
  • Ardivinkoù republikan,[2] 1920, dourlivadur ha liv Sina war gartoñs, 60 x 47,3 cm, The Metropolitan Museum of Art (MOMA),New York
  • Pileroù ar gevredigezh, 1926, eoullivadur war lien , 200 x 108 cm, Nationalgalerie,Berlin

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Aurélie Verdier « L'ABCdaire deDada », Flammarion, 2005
  • Laurent Le Bon (dindan renerezh) « Dada », katalog an diskouezadeg kinniget e kreizenn Pompidou etre ar 5 a viz Here 2005 hag an 9 a viz Genver 2006. Embannet gant Éditions du Centre Pompidou e 2005

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Verdier, p. 62
  2. Verdier, p. 80
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=George_Grosz&oldid=2138342 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp