Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Geek

Eus Wikipedia
geek
stereotype,fandom,Issevenadur,Giz
Iskevrennad euscharacter Kemmañ
Deskrivet dreThe Big Bang Theory,The Strain (stirad skinwel),The Physicists,Wired Kemmañ
 

Geek (ger deuet eussaoznegSUA distaget[gi:k] peurvuiañ,[dʒiːk] a-wechoù) zo un anv roet d'un den hag a zo sot gant ul labour bennak, pe un dachenn studi, gant arstlenneg peurvuiañ.

Ar skouer brudetañ eus argeek eo hini an den yaouank (pe chomet yaouank a spered) a zo plijet gant arskiantoù, anteknologiezhioù nevez hag arc'hourharozed. Brasaet eo ar skouer muioc'h-mui war arc'hoarioù-video (dreist-holl anMMORPG, erc'hoarioù perzh hag e bed allevrioù pe arfilmoùfantasy.

Orin an anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervez anOxford American Dictionnary e vefe ret klask orin ar ger enuhelalamaneg-krenn, en anvgeck, a dalv kement ha "den sot", hag er gerflandrezekgek a dalv kement ha "tra iskis, mezhus".

Bro-C'hall an Norzh hag ar Reter e kaver ananv-tiegezhGicque a ziskouez un den sot gant armeurlarjez. EnElzas, e-pad dibunadeg meurlarjez, e vez gwisket arShellekapp, arGickeleshut,boned ar Gicque, gantkleierigoù. E-pad bal meurlarjezDukark e tañserkelc'hiad ar Gicques.

ErXVIIIvet kantved, enAostria-Hungaria, arsirkoù a ginnige dija ar 'Gecken, euzhviled-foar, tud gant ur c'horf tort, maouezed barvek, hag all.

E dibenn anXIXvet kantved er foarioù eNorzhamerika e vezed krog da ginniggeeks erside-shows, an diskouezadegoù a zo stag ar sirkoù. Kinniget e veze aliezfreaks, da lavaret eo euzhviled-foar.

Er bed-se e veze urgeek un den nammet e vred (trizomiezh 21) pe un arzour sirk ha ne c'halle ket seveniñ e abadenn. En noazh e veze peurliesañ, e-barzh ur gaoued, goloet gant fank, gwisket gant kroc'hen loened, ha roc'hal a rae evit spontañ an arvesterien o doa paeet evit e welout. Diskouezet e veze evel "ar mell diank", evel an "den gouez" kavet e-barzh ar c'hoad. A-wechoù e veze lakaet da zic'houzougañyer pe d'o dispennañ gant e zent, hag argeek a ranke ober van da evañ hegwad.

En trifezhThe Deptford Trilogy (1970-75), ar skrivagnerRobertson Davies a ziskriv e gejadenn ouzh un arzour sirk a vez rediet da c'hoari argeek.

EStadoù-Unanet Amerika e vez implijet ar gergeek diwar-benn tud iskis n'en em lakaont ket er gevredigezh. Erbloavezhioù 1920, skrivagnerien evelMeyer Levin,Upton Sinclair haTruman Capote a implije ar ger evit an dud digenvez hag un tamm foll kribet fall o blev a c'heller gwelout o tistreiñ d'o zi, kollet en o soñjoù.

ETennessee Waltz gantNic Franton e lavar an haroz, o komz eusAlbert Einstein :Look at this guy's hair, what a geek ! ("Sell ouzh blev an den-mañ, pebezhgeek !").

Lavaret e vez ivez e vefe un orin milourel d'ar ger, a dalvezfeGeneral Electric Engineering Knowledge ("Gouiziegezh hollek en ijinouriezh antredan").

Giton ar gevarzheFree Geek, a-drek Tux, arouezLinux

Argeeks hiziv an deiz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo nemet erbloavezhioù 1960, gant diorroadur arjederezioùgoù hag anurzhiataerioù, ma krogas ar ger da vezañ implijet evit komz deus an dud "barrek war armatematik" hag ar skiantoù pe an teknologiezh ha ne oant ket dedennet gant arsport hag ar gouelioù aozet gant o kamaladed eel liseoù hag er skolioù-meur.

« Er penn-kentañ, ar gêr a zeu eus anamerikanegfreak, "euzhvil-foar" », a zisplegDavid Peyron, oc'h ober un dezenn esokiologiezh a-zivout argeek. « El liseoù, e oa argeek ur c'hefredour, un "intelektual" soubet er skiantoù hag an teknologiezhioù nevez. Evel ma vezent lakaet en o unan e troent war-du bedoù faltaziek »[1].

Hiziv an deiz, ar gergeek a c'hell merkañ un den a zo mennet war un dachenn, ar stlenneg pe arskiant-faltazi peurliesañ. Dedennet-bras e vez gant an hollvedoù-se, ha gouiziek e vez war an dodennoù-se.

Argeeks a bouez mat war an diforc'h a zo etre int hag an dud a vez lavaretnolife (no life, "buhez ebet") diwar o fennoù. Unnolife zo un den hag a gas holl e amzer en un doare drammus, hag alies e tilez an tachennoù all evel ar vuhez sokial, padal urgeek zo mennet en e zodenn en un doare yac'h, en ur chom e darempred gant ar bed a zo tro-dro dezhañ.

Argeek, er c'hontrol d'ar soñjoù poblek, en deus ur vuhez sokial dre ma vez e darempred gantgeeks all : stummañ a reont neuze ur gumuniezh tud dedennet, a eskemm dre aninternet peurvuiañ (foromoù, c'hoarioù en-linenn...) ha gellout a reont en em vodañ da-geñver oberennoù gwirion (c'hoarioù roll,wargames, gouelioù...).

Argeeks a c'hell e mod-se bezañ lakaet da dud hag a dec'h diouzh ar vuhez wirion davit bedoù ijinet, faltaziek alies (skiant-faltazi,heroic fantasy, hag all). Urgeek a implij meur a venveg evit mont d'ar bedoù faltaziek-se evel arromantoù, arbannoù-treset, arsinema pe ar stiradoùskinwel, ar c'hoarioù-video, e ijin (c'hoari perzh) pe zoken traoù all iskisoc'h (tudennoùigoù erwargames, ar c'hlevout evit arSagaioù MP3 evelTourell Naheulbeuk).

Er vuhez wirion e vez dedennet gant kement tra a c'hell bezañ liammet ouzh ar bedoù faltaziek-se, evel an teknologiezhioù nevez (stlenneg ha c'hoarioù-video), al lennegezh (gwengelouriezh,mojennoù...), ar savidigezh gwiskamantoù (cosplay, ar skiantoù...

En deskrivadur-mañ e c'hell ar stlenneg bezañ lakaet d'ur bed ijinet penn-da-benn, ma kav lodgeeks un doare da dec'hel diouzh ar bed diavaez, an aliesañ e domani ar c'hrouadur dre urzhiataer (programmiñ, graferezh...)

Hiziv an deiz e kaver ivez ar gerioù benelgeekette hageekez.

N'eus ket pell zo ez eo bet goveliet ar gergok, evit merkañ tud a zogotek hageek war an dro.

Dudioù geek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Alies e vez argeeks o tec'hel d'un hollved ha d'un dudi resis. Un dudi a c'hell bezañ anvet evelgeek ma 'z eo liammet ouzh an teknologiezhioù nevez pe ar skiant-faltazi.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Le Monde 2,17 a viz Du 2007, p. 43
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Geek&oldid=2156323 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp