Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bro-C'hall

Eus Wikipedia
(Adkaset eusGallaoued)
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-bennBro-C'hall ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Evit implijoù all, gweletBro-C'hall (disheñvelout).

Unaniezh Europa
Republik c'hall
(fr) République française
BannielArdamezioù
Kan broadelLa Marseillaise
Yezh ofisielGalleg
Kêr-bennPariz
Gorread
• En holl
• % dour

675 417 km²
0.26%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

‎67 064 000 (2020)
99.29/km²
PrezidantEmmanuel Macron
Kentañ ministrFrançois Bayrou
Gouel broadel14 a viz Gouere
MoneizEuro (€)
Kod pellgomz33
Kod Internet.fr

Bro-C'hall zo urriez hag emañ heziriad brobennat enEuropa ar C'hornôg.Gallaoued eo an dud zo o chom enni.Pariz eokêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe anXIIIvet kantved (nemet e oaVersailhez etre1682 ha1789 haVichy etre1940 ha1944) .

Anvet e vezFrañs ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv arrouantelezh kozhRoyaume de France (a oa betRouantelezh arFranked un tamm a-raok). EnHenamzer e veze graetGalia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edoBelgia,Alamagn,Suis,Italia hagSpagn.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet unimpalaeriezh e-padkantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : andepartamantoù hatiriadoù tramor int.

Ezel eusUnaniezh Europa, eus takad aneuro hag eusEmglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentezAozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gantFeur-emglev Norzh-Atlantel e1945 hag ezel diazezer eo eusAozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atizCharles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel warDisklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour(Daveoù a vank). Eus mare anDispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : hec'han broadel arMarseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deizkemeridigezh ar Bastille,Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).

An anvBro-C'hall haFrañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Skritell a-berzh gouarnamant gall 1939 da geodedourien an departamantIlle-et-Vilaine (Mirdi Breizh.)

Ar gerFrañs a zeu eus an anv gallekFrance, deuet eus an anvFrancia, ur gerlatin hag a dalveze kement ha "Bro arFranked". Ar ger "Frank" zo eus uryezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar gerFrañs e brezhoneg abaoe dibenn arXVvet kantved[1].

An anv latinGalia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gantBelgia,Suis hag un tamm eus hanternozItalia hagAlamagn. Ar gergall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latinGalia. Ur gerkeltiek eo hag a dalvez kement hagestren(Daveoù a vank).

Graet e vez gantBro-C'hall evit treiñFrance ebrezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozeetgalleg,Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vezFrañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe arXVvet kantved[1].

Hiziv hon deiz e talvezFrañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn kêrioù brasañ Bro-C'hall

Emañ Bro-C'hall war urstrizh-douar e-lec'h ma kaver holladoùstummoù douarel pennañEuropa. Amañ e weler divaradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, andiazadoù brasañ ha lodenn argompezenn veur a ya eusMor Breizh betek menezOural. Diouzh-se e teu liesseurted armaezioù hag argweledvaoù.

Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude arStadoù-Unanet. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs :Mor an Norzh,Mor Breizh, arMor Keltiek, arMeurvor Atlantel, arMor Kreizdouar, arMor Karib, arMeurvor Indian, arMeurvor Habask,Meurvor Antarktika.

Kêrioù pennañ Bro C'hall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
#KêrDepartamantRannvroD'an 8 a viz Meurzh 1999D'ar 1añ a viz Genver 2006D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr)
1ParizParizÎle-de-France2 125 2462 181 37112 223 100
2Marselha gantAisBouches-du-RhôneProvence-Alpes-Côte d'Azur798 430839 0451 718 281
3LyonRhôneAuvergne-Rhône-Alpes445 452472 3052 165 785
4TolosaHaute-GaronneOkitania390 350437 7151 232 398
5NiçaAlpes-MaritimesProvence-Alpes-Côte d'Azur342 738347 0601 001 295
6NaonedLiger-AtlantelBroioù al Liger270 251282 853873 133
7StrasbourgBas-RhinGrand-Est264 115272 975761 042
8MontpellierHéraultOkitania225 392251 634549 491
9BourdelGirondeAkitania-Nevez215 363232 2601 127 776
10LilleNordHauts-de-France184 657226 0141 158 306
11RoazhonIl-ha-GwilenRannvro Breizh206 229209 613671 845
12ReimsMarneGrand-Est187 206183 837'
13an Havr-NevezSeine-MaritimeNormandi190 905182 580'
14Saint-ÉtienneLoireAuvergne-Rhône-Alpes180 210177 480508 847
15ToulonVarProvence-Alpes-Côte d'Azur160 639167 816606 947
16GrenobleIsèreAuvergne-Rhône-Alpes153 317156 107669 595
17DijonCôte-d'OrBourgogne-Franche-Comté149 867151 504151 543
18AngersMaine-et-LoireBroioù al Liger151 279152 337'
19ar MañsSartheBroioù al Liger146 105144 016'
20NîmesGardOkitania133 424144 092'

Savidigezh antorosennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar bebeiladur savidigezh armenezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet antorosennadur :

  • En Amzervezh kentañ en em sav armenezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar obererezh armenezioù-tan. Diouzh ober arc'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañargompezennoù.
  • En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
  • En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (anAlpoù hag arPireneoù) ken ez a argouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
  • Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaettraoñiennoù 'zo ha krouet meur alenn,lenn ar Bourget,lenn Annecy halenn Jeneva ar brasañ anezho.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Istor riez Bro-C'hall (latin :regnum Francorum e deroù arGrennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezhGallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e843(Daveoù a vank). Ul lodenn eus anImpalaeriezh karolingat roet daCharlez ar Moal da-geñverhêrezh e dad-kozhKarl Veur. Met, ma veze graet eus antiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kementFrancia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gantBro-C'hall haFrañs.

Goude m'eo bet gwanaet galloudegezhroue Bro-C'hall dre savidigezh arc'hladdalc'helezh erGrennamzer e talc'hasheuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ andomani roueel, bihan a-walc'h eIXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù arbrezelioù. Diwar arrannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania,Breizh,Loren,Poatev...) e teuas war-wel arproviñsoù evel ma oant klokaet (goudealoubadegElzas e1675) e fin arvonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gantpriñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

Yezhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar yezhoù oïl (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)

Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo argalleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.

A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoùrom, pe neuze yezhoù deuet da heulenbroidi, evel arc'hreoleg, anarabeg, arc'habileg, ha meur a hini all...

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E-barzhKenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. Aneuro eo ar moneiz abaoe1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo eparelezh galloud-prenañ e2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.

Renk ar Frañs er bed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1ErC'hatolikon (embannadur 1499).
  2. (en) [http://hdr.undp.org/en/media/HDR_2011_EN_Tables.pdf UNDP
  3. RSF
  4. (fr)RSF
  5. WEF
  6. Transparency International
  7. IEP
  8. Privacy International
  9. WIPO
Porched Bro-C'hall – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vro-C'hall.
g  ka  ke
Stadoù ha tiriadoù ispisialEuropa
Unaniezh Europa(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn ·Aostria ·Belgia ·Bulgaria ·Danmark ·Estonia ·Finland ·Frañs ·Gres ·Hungaria ·Italia ·Iwerzhon · anIzelvroioù ·Kiprenez ·Kroatia ·Latvia ·Lituania ·Luksembourg ·Malta ·Polonia ·Portugal ·Roumania ·Slovakia ·Slovenia ·Spagn ·Sveden ·Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa(47 stad)
Albania ·Andorra ·Armenia ·Azerbaidjan ·Bosnia-ha-Herzegovina ·Island ·Jorjia ·Liechtenstein ·Moldova ·Monako ·Montenegro ·Norvegia ·Makedonia an Norzh ·Rouantelezh-Unanet ·Rusia ·San Marino ·Serbia ·Suis ·Turkia ·Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Banniel Kuzul Europa
Stadoùeuropat, er-maez eus Kuzul EuropaBelarus ·Vatikan
Stadeuropat ha n'eo ket anavezet gant an hollKosovo
Rannvroioùeuropat gant ur statud ispisialAkrotiri ha Dekhelia ·Åland ·Inizi Faero ·Gwernenez ·Jan Mayen ·Jerzenez ·Jibraltar ·Manav ·Svalbard
Stadoùeuropat, ha n'int ket anavezetAbc'hazia ·Artsac'h ·Osetia ar Su ·Sealand ·Treuznistria ·Republik Turk Kiprenez an Norzh
g  ka  ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA)
Izili
Flag of NATO
Flag of NATO
Istor
Arouezioù
g  ka  ke
Izili hag arsellerien arFrankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick •Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
ArsellerienAostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.
g  ka  ke
IziliKuzul SurentezABU
Izili hollbadusFlag of the United Nations
Kefridi2016-2017
Egipt Egipt · Banniel JapanJapan · Senegal Senegal · Banniel UkrainaUkraina · Uruguay
Kefridi2015-2016
2021–2022
2022–2023
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bro-C%27hall&oldid=2121766 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp