E brezhoneg eo bet implijet an anvKalaikia evit envel ar vro a vremañ adalFrañsez Vallée da nebeutañ. Kavet e vez e geriadurioùFrañsez Vallée eta, peRoparz Hemon, haYouenn Drezen a ra gant ar ger "Kalaikiad" deveret eus ar stumm-mañ eSizhun ar breur Arturo[2].Yann Jaouen a ra gant ar ger-se ivez en e droidigezhioù diwarManuel María, sevenet e 1973[3] dindan renerezh Per Denez.
Ar skrivagnerKoulizh Kedez a ra gant ur stumm eeunaet diwar an hevelep gwrizienn :Kalaika.
Dindan bluennPer Denez e kaverGalaïka ha, nevesoc'h 'zo,Galisia.
Ar gallekadurar Galis pebro Galis a vez kavet ivez e geriadur F. Favereau e kichen ar stummGalisia.
Galiza, ar stumm nevesañ e brezhoneg, testeniekaet adalek 1996 er c'helaouennoù Hor Yezh hag Al Liamm, a gaver e geriadur hollvrezhonek An Here. Amprestet digant ur stumm galizek deuet en-dro e lizhiri ar yezh-se en XXvet kantved diwar arportugaleg ha galizeg-ha-louzitaneg ar Grennamzer, ha bet degemeret e reoliekadur ar galizeg (diouzh al lezenn) e 2003 evel adstumm; lakaet e vez gant lod da vezañ ar stumm galizek "gwir" enep ar stummGalicia a vefe da lakaat da gastilhanegadur, daoust ma'z eo testeniekaet mat er yezh abaoe ar Grennamzer. Gant ar stumm-se eo bet troet ar gerGalicia implijet gantClaudio Rodríguez Fer, e troidigezh e levrMuioc'h kalz eget mil bloaz,[4].
Galiza zo 29 574 km2 he gorread (hogozik evel Belgia) hag hec’h aodoù zo 1 300 km a hed. Da vare ar Romaned e oa barregezhioù pouezus enni :aour,arc’hant hastaen.Galiza zo bevennet en norzh hag er c’hornôg gant arMor atlantel, er reter gant dibenn an aridennad menezioù zo war aodoù Kantabria, (Os Ancares) hag er mervent gant dibenn ar stêrMiño, a ya an tamm dibenn anezhi d’ober ar vevenn etre an div vro. Ur vro c’hlas eo-hi, gant un hinad meurvorel.
Nosa Señora da Barca
Ar vro zo 4 froviñs enni, 53 c’hanton (comarcas), 316 kumun (concellos), 3847 parrez ha 31 855 kêriadenn (aldeas) ( 63 613 kêriadenn en holl zo Spagn). Ar barrez eo ar rann velestradurel bouezusañ evit ar C’halisianed. Pa vez goulennet digant ur Galisian eus pelec'h e teu e repont deoc'h gant anv e barrez peurliesañ.
Ar parrezioù-se zo bet krouet gant arSueved, ur bobl c’herman a ziazezas unan eus rouantelezh kristen kentañ Europa war-dro 410. An diell « Parochiale Suevorum », zo deiziataet eus 569, a ro dimp da c'houzout e oa ar barrez un aozadur melestradurel d'ar mare-se dija.
Gallaeci e oa anv ar pobloù a oa o vevañ er vro-se, hervez ar skrivagnerien gozh. Galiza zo bet savet hec’h anv diwar anv ar poploù-se. Deuet e oa Gallaecia da vezañ ur proviñs roman a oa emren a-walc'h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-uan (Braga,Lugo hagAstorga).
E-kerzh dekvloavezhioù diwezhañ an Impalaeriezh roman, e deroù aloubidigezhioù kentañ ar C'hermaned, e oa en em gavetSueved, ur bobl a veve etreRoen haDanav, el ledenez iberek e409, asambles gant meuriadoù german all. Padout a reas rouantelezh ar Sueved hogozik daou gantved (409-585) a-raok dont da vezañ ul lodenn eus rouantelezh arWizigoted.
Aloubet e oa bet Gallaecia gant ar Romaned (137-22 a-raok J.-K.) dre ma oa puilh ar c'hailh enni. An hentoù roman, ar pontoù (Bibei, Ourense), ar mogeradurioù (Lugo) hag ar stalioù labour-douar bet savet tro-dro d’ar c’henkizoù roman a lakaas tamm-ha-tamm dremm ar vro da cheñch. Dont a reas Gallaecia da vezañ ur proviñs roman dizalc’h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-unan :Braga,Lugo hagAstorga. Ar galizeg a chom hiziv an deiz ar roud heverkañ chomet war-lerc’h ar Romaned.
Relijiusted ar bobl a voe lakaet tamm-ha-tamm da cheñch gant ar relijion gristen, ha pa chomfe roud anezhi e mitoù, e lidoù hag e arouezioù fonnus-tre. ErIVe kantved e voe savet an eskoptioù kentañ ha kredenn Priscillian a rae berzh-kaer war ar maez. Tamallet e voe Priscillian da vezañ achantour ha da aozañ dirolladegoù revel hag e-se e voe lakaet d’ar marv. Lakaet e voe da verzher eGallaecia, ken e nac’has eskibien Galiza lakaat diskibled Priscillian heñvel ouzh merzherien, e-kerzh sened Toledo e 396.
E425-426 o doa kaset arVandaled, ur bobl c’herman all, arSueved war-dreñv hag en em staliañ a rejont ivez e Galiza. Goude bezañ brezelekaet da gentañ e oa en em unanet Galiziz, Sueved ha Vandaled, ha diazezet o doa ur rouantelezh hag a badas war-dro ur c’hantved hanter.Da c’houde, e585, e stagas roue arVizigoted,Leovigild rouantelezh suevat Galiza ouzh e rouantelezh. Dont a reas ar rouantelezh suevat neuze da vezañ ur rann velestradurel eus rouantelezh ar Vizigoted. E-kerzh ar c’hantvedoù war-lerc'h en em unanas ar pobloù disheñvel a oa o vevañ e Galiza, da lavaret eo ar C'haliziz-Romaned, ar Sueved, ar Vandaled hag ar Vizigoted, ken war an dachenn gevredigezhel ken war an dachenn yezhel ha kreñvaet e voe ganto o rouantelezh goude. Un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Galiza, en em lede a-hed aod kornôg al ledenez pe dost (norzh Portugal hiziv an deiz). E711 e lakaas anArabed termen da aotrouniezh ar Vizigoted war al ledenez iberek. Ne voe ket bras avat levezon an Arabed war Galiza.
War dachenn ar yezh o doa kreñvaet Galiziz o yezh, ar galizeg, a voe kaset war-raok n’eo ket hepken e norzh Galiza (Kumuniezh emren Galiza hiziv), met ivez e su Galiza a-bezh (norzh Portugal hiziv an deiz). A-hed ar Grennamzer e veze graet gant an hevelep yezh e norzh Galiza hag e Su Galiza. ArRío Miño, a zisparti norzh Galiza ha su Galiza (norzh Portugal hiziv), a oa e-kreiz an dachenn ma veze graet gant ar yezh voutin, da lavaret ar galizeg-portugaleg.
Ar galizeg hag ar portugaleg zo anezho div yezh roman deveret eus ar “galaico-portugués” (galizeg-portugaleg), a oa deveret, eñ ivez, eus al latin a veze komzet du-hont er Grennamzer. Krouet e oa bet ul lennegezh puilh war-lerc’h er yezh-se er Grennamzer ha deveret e oa bet an div yezh a vez graet ganto bremañ anezhi : ar galizeg hag ar portugaleg. Peuzheñvel eo an div yezh-se.
Hervez ul luskad yezhoniourien ez eo ar galizeg hag ar portugaleg daou zoare eus an hevelep yezh a reergallego-luso-brasileiro diouti. Diforc'hioù zo etre ar galizeg ofisiel hag ar portugaleg ofisiel dre ma'z eo bet kastilhanekaet ar galizeg. (an doare nemetañ eus argalaico-portugués a vez reizhskrivet hogozik evel ar c'hastilhaneg). E gwirionez, hervez kalz a yezhoniourien, ez eus kement a zifoc’hioù etre ar galizeg hag ar portugaleg komzet war-bouez nebeut hag etre an div rannvyezh nederlandeg komzet : an nederlaneg (a vez komzet en Izelvroioù) hag ar flandrezeg (a vez komzet e Belgia). Peurheñvel e vez skrivet an div yezh-se avat. Galiziz ha Portugaled a c’hall intent komzoù an eil re hag ar re all eta.
Nevez zo ez eo bet kavet ar skrid galizek koshañ anavezet. Skrivet e oa bet er bloavezh1228 hag anvet eo « Foro do bo burgo do Castro Caldelas ». Roet e oa bet gantAlfonso IX, roue León, e miz Here eus ar bloavezh-se, da kêr Ourense (proviñs Allariz).
Goude ma oa aet ar sevenadur war e ziskar e-pad ar marevezh modern e oa deuet en-dro ar galizeg hag al lennegezh galizek war wel gant adc’hanidigezh an XIXvet kantved, a reer « Rexurdimento » diouti, ha gant ar marevezh « Nos » (« Ni ») en drederenn gentañ eus an XXvet kantved. Daoust ma oa bet ehanet an argerzhadur-se, abalamour da vrezel diabarzh Spagn ha da ziktatouriezh Franco, en deus adkemeret sevenadur Galiza e greñv abaoe ar bloavezhioù naontek kant hag hanter-kant. E 1981, da lavaret eo abaoe m’eo emren Galiza, eo deuet ar galizeg da vezañ yezh ofisiel gant ar c’hastilhaneg e Galiza.
Kelennet e vez galizeg er skolioù kentañ derez hag ur gedyezh a bouez eo ar galizeg er skolioù eil derez kerkoulz hag en teir skol-veur zo e Galiza : skol-veurSantiago de Compostela (gant he c’hampus eLugo), skol-veurA Coruña (gant he c’hampus eFerrol ha skol-veurVigo (gant he daou gampus, enOurense hag ePontevedra).
« Morse n’eo bet Penn-ar-bed dibenn ar bed evit Galiziz, ar penn a-raok anezhañ ne lavaran ket", gouez daRaúl Alfonsín, prezidant kentañ dilennetArc’hantina ha mab d’ur Galizad.
Galiziz a-leizh o deus kuitaet o bro evit mont daAmerika ha daEuropa goude, hag un nebeud anezho zo brudet o bugale.
Fernando Caldeiro, a reer Frank Caldeiro anezhañ, astraer gant NASA, zo bet ganet e Buenos Aires. Ur mab-bihan da C’haliziz genidik eusDevesela
Luís Vaz de Camões, barzh brasañ Portugal an XVIvet kantved (1524-1580). E Lisboa e vije bet ganet ar barzh-se a vez graet dave d’e oberoù e Portugal. Mab e oa da Simão Vaz de Camões, un denjentil eus ti ar roue hag a oa genidik e familh eus Galiza.
Miguel de Cervantes Saavedra, anavezet dreist-holl evit e levrDon Kic’hote, zo Saavedra anv e vamm, a oa genidik eus Galiza.