Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Galia

Eus Wikipedia
Rannoù Galia (58 kent J.-K.) :Gallia Cisalpina,Belgica,Celtica,Akitania haNarbonensis.

Galia (Gallia elatin) a rae arRomaned enHenamzer eus ar vro a oa etreMor Breizh hag ar Meurvor, er c'hornôg, en un tu; arRoen hagAlpoù an Norzh en tu all; hag er c'hreisteiz ar Pireneoù[1], arMor Kreizdouar hag ar sterioù Arnus ha Rubico (enItalia hiziv). Ne glote ket harzoù Galia eta gant re arStad c'hall en amzer a hiziv. Dindani e oaBelgia ha Bro-Suis a-vremañ, ar Stad c'hall, hanternoz Italia a-vremañ hag al lodenn eus anIzelvroioù hag eus Bro-Alamagn zo er c'hornôg d'ar Roen.

Galia ne oa ken ul lodenn eus un dachenn frankoc'h a oa poblet pe a oa bet poblet gantKelted hag a zo meneget dindan an anv aGeltia adalek ar skrivagnerien c'hresian (Aristoteles haPlaton peurgetket).

Galianed a vez graet eus annezidi Galia. Ar Romaned a raeGalli anezhe, hogen int-i a raeCelti (Kelted) anezhe o-unan hervezJulius Caesar.

Galia dieub

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Betek aloubadenn ar Romaned, n'eus tamm unaniezh politikel ebet er vro. Rannet eo etre meur a geoded, a bobladoù galian. Dizingal e tle bezañ bezañs an elfennoù a orin kelt e-touez ar boblañs ivez. An unvaniezh zo kentoc'h sevenadurel ha relijiel.

Ar pobloù galian

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Relijion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Delwenn c'halian eus ul loen (anvet Tarasque) o tispenn un den, Noves er Bouches-du-Rhône (Mirdi Calvet, Avignon)

Relijion ar C'halianed n'eo ket anavezet mat dre ma ne veze ket skrivet o c'hredennoù gant o beleien, an drouized, ha dre ma'z int bet atahinet gant ar Romaned adalek an aloubidigezh.

Diazezet eo hon anaouedegezhioù war testenioù an arkeologiezh ha skridoù ar skrivagnerien latin ha gresianek, pagan pe gristen, dreist-holl.

Dre chañs, diazezidigezh al lezenn a gristeniezh enHibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) zo bet peoc'hus a-walc'h hag ul lodenn eus kredennoù hec'h annezidi, kar da re ar C'halianed, zo bet lakaet dre skrid gant menec'h kristen en amzer-se. A-drugarez d'an testennoù-se e komprener gwelloc'h an elfennoù all zo en hor c'herz.

Gallout a reer lavaret e oa ar relijion unan eus an elfennoù unvaniezh pennañ a oa etre ar bobladoù disheñvel a veve e Galia, hag etre Hibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) haGalatia (Turkia a vremañ).

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Komzet e vezegalianeg gant ar pep brasañ eus annezidi Galia gentistorel hep mar ebet. Rannet e oa ar yezh-se e rannyezhoù disheñvel[2]. Ur yezh keltiek eus tiegezh ar yezhoùindezeuropek eo ar galianeg. Tost-kenañ e oa d’ar yezh a veze komzet en enezPreden d'ar c'houlz-se.

En e levrDe bello gallico e lavar Julius Caesar e oa disheñvel teir rann dieub Galia dre o gizioù, o boazioù met ivez dre o yezh. Lod zo o klask gouzout ha komz a rae eus rannyezhoù disheñvel pe eus bezañs yezhoù all enAquitania pe en hanternoz Galia. Ne veze ket komzet galianeg enAquitania (war c'hlann gleiz ar Garonne), da skouer, met ur rannyezh iberek[3]. Nevez a-walc'h ivez e oa donedigezh ar Gelted eLiguria e lec'h ma veze komzetligurieg, ur yezh kar-tost d'an edaleg ha d'an hengeltiek.

Aet e oa ar galianeg da get war-dro ar VIvet kantved. Hervez skrivagnerien all e vije chomet bev betek ar VIIvet kantved e toleadoù distro, zoken betek ar Xvet kantved e Vro-Suis[4].

Galia roman

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Galia enImpalaeriezh roman war-dro 120 (Gallia Cisalpina n'eo ket merket war ar gartenn dre ma oa staget ouzhItalia).

An aloubadegoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Aloubet ha konkeret eo bet Galia e pevar frapad disheñvel. Da gentañ e voe sujet ar C’halianed a oa o vevañ e kompezenn ar ster Padus (Boii, Insubres) en IIIvet kantved kent J.-K..

Goude-se e voe krouetGallia Narbonensis da-heul ur brezel a-enep ur c’hevredad Galianed haLigured a venne tagañ keoded c’hresianMasilia e 181 kent J.-K.

En diwezh e oa anvetJulius Caesar e penn an div broviñs galian kentañ hag aloubiñ a reas ar peurrest eus ar vro binvidig-se, anvetGalia comata[5], etre 58 ha 52 kent J.-K., evit pourchas danvezioù, soudarded ha pinvidigezhioù a zigorfe dezhañ hent ar galloud eRepublik Roma.

Ar pobladoù galian dieub diwezhañ eus an douar-bras a oa re traoñiennoù an Alpoù. Sujet e voent tamm-ha-tamm dre nerzh pe dre gaer dindan ren an impalaerAugustus[6].

Ar proviñsoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Rannet eo bet Galia e pemp proviñs disheñvel gant ar republik hag an impalaeriezh roman. Anvet int e latin :

  • Gallia Cisalpina (anvet ivezGallia cisterior) a oa dindani hanternoz Italia betek ar stêrioù Arnus ha Rubico. Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K[7]. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-seGallia togata dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzhGallia Comata, "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad kelt.
  • Narbonensis, anvet ivezProvincia « ar Broviñs », a-hed aodoù arMor Kreizdouar hag e traoñienn arRon. Krouet a oa bet ar broviñs gant ar Romaned e 121 kent J.-K..
  • Lugdunensis peGallia Celtica a oa al lodenn eus Galia etre arGarona hag arSequana. AnArvorig a oa dindani. Mont a ra d'ober ur broviñs war-bouez ul lodenn anezhi a oa staget ouzhAquitania.
  • Belgica a oa anv ar broviñs a vode keodedoù a oa bet er c'hevredad belgiat da vare an aloubidigezh
  • Aquitania a oa anv ar vro etre ar mor, arPireneoù ha glannoù arGarona. Staget e oa bet outi ul lodenn eus ar c'h-Celtica evit sevel ur broviñs er memes anv.

Kemmoù a voe bet degaset da c’houde en urzhiadur ar proviñsoù-se da vare an impalaeriezh.

Da skouer ez easGallia Cisalpina d'ober ul lodenn eus Italia penn-da-benn hag e paouezas e-gis-se da vezañ ur broviñs.

Anvet e veze gouarnourien ar proviñsoù impalaerel war-eeun gant an impalaerien. Re « ar Broviñs », avat, a veze choazet gantsened Roma.

Emren e oa ar pep brasañ eus ar c'heodedoù. Kas a raent arvagistrated pennañ bep bloaz daLugdunum, kêrbenn holl broviñsoù Galia, evit touiñ fealded d'an impalaer ha da Roma.

Ar vuhez e Galia roman

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Savet e voe un niver a geodedoù nevez gant ar Romaned. Degas a rejont ivez gwellaennoù d'ar c'heodedoù kozh pa ne vezent ket paeet gant an annezidi o-unan : foromoù, dourbontoù, añfiteatroù, kouronkoù, bolzioù enor ha kement zo ... Evel-se en em strewe doareoù-bevañ ar Romaned. Azeulet e veze an doueed roman e pep keoded.

Muioc'h-mui e veze implijet al latin er vuhez foran, a-drugarez d'ar renkadoù uhelañ, d'ar varc'hadourien ha d'ar soudarded da gentañ penn. Roet e voe ar gwirioù keodediz roman klok d'ur bern Galianed. Lod memes a voe degemeret e Sened Roma adalek an impalaer Claudius.

Koulskoude e oa dizingal latinekadur ar vro. Derc'hel a rae an toleadoù a oa ar pellañ eus ar c'hreizennoù bras d'o gizioù ha d'o yezh muioc'h evit a re all. Kenderc'hel a rae an annezidi da azeuliñ o doueoù, mesket a-wezhioù gant doueed roman pe re all degaset eus an impalaeriezh (Isis, Mithra da skouer). Mirout a raent o gizioù (boued, dilhad) hag o boazioù.Dont a reas tamm-ha-tamm ar C'halianed damlatinekaet-se da vezañ Galianed-ha-Romaned.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Plinius secundus,Historia Naturalia IV 16 embannadur gant Teubner, 1933 (adembannadur eus mouladenn 1905
  2. A. Even,Istor ar Yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, I. 44
  3. A. Even,Istor ar Yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, I. 26
  4. L. Fleuriot,Les origines de la Bretagne, Payot 1980, pp 55-59
  5. Da laret eo Galia vlevek
  6. J.-P. Martin,Les provinces romaines d’Europe centrale et occidentale, 31 avant J.-C. – 235 après J.-C., SEDES 1990
  7. Mommsen,Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles, troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre, Laffont, 1985, pajenn 414
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Galia&oldid=2108718 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp