Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Galated

Eus Wikipedia
Milour galat gloazet, delwenn kavet eDelos, kizellet war-dro100 kt J.-K.,Mirdi arkeologiezh broadel e Aten

ArC'halated a zo un nebeud pobloùkelt a yeas d'ober o annez e-kreizAzia-Vihanañ enHenamzer hag o annez nevez a zo bet anvetGalatia e-pad kantvedoù betek dibenn animpalaeriezh roman. Oc'hêr-benn, relijiel d'an nebeutañ, a oa anvetAnkira, deuet da vezañAnkara,kêr-bennTurkia hiziv. Gant arC'hresianed hag arRomaned e vezent gwelet evelGalianed.

Krouidigezh Galatia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ul lu Kelted eusGalia a aloubasMakedonia haBro-C'hres goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal anAlpoù hag a dreuzas anHellespontos goude bezañ preizhet pinvidigezhioù brastemploùDelfi, ur veaj a voe graet anErgerzhadeg vras anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roueBitinia,Nikomedes Iañ, da ziarbenn ar roueseleukourAntiokios Iañ.

Trec'het gantañ ez eas ar Gelted d'an takadoùmeneziek uhelañ a zo e ReterFrigia, hag a voe anvet Galatia da-heul. Arbriñselezh nevez he doa harzoù boutin gantrouantelezh Pontos ha hiniPaflagonia eNorzh,Kappadokia erReter,rouantelezh Pergamon er Su hag hini Bitinia erC'hornôg. Pa oa disheñvel orenad eus hini o amezeien e veze graetKumuniezh ar C'halated eus o zeir fobl. (Koinon Galatôn egresianeg haCommune Galatarum elatin). Graet o doa o annez ekastelloù-kreñv nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.

Framm politikel ar c'h-Galated

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An teir fobl eo anDektosaged o doa Ankira evel kêr-benn (Ankara hiziv), anDolistoboged o doa teirc'heoded pennañ,Pessinos,Gordion ha Tolistotoka hag anDrokmed dezho ar c'heodedoùTavion hag Ekkobriga.Renet e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (anarc'hontos), urbarner (dikastes) hag urjeneral gant daouofiser (stratophylax hahypostratophylax).

Urc'hevredad riezoù brezelour dindan urbrientinelezh milour e veze Kumuniezh ar C'halated. HervezStrabo, ar " bederveliourien" (tetrarc'hontes) ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvetDrunemeton ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sellNemeton). El lec'h sakr-se, anneved, e veze dalc'het allezvarn kastiz gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus arsevel-loened, met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus anergerzhadegoù, ar preizhata hagarc'hant andasprenoù . Brudet e vezent evit bezañgoprsoudarded taer ha kriz. Kemeret o deus perzh ebrezelioù diehan e veze eAzia-Vihanañ ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindanbeliPharnakes I, roue ar Pontos etre -181 ha -179.

Aloubet e voe Galatia gant Roma e-189, lakaet dindan statud urbroviñs e-64 ha staget ouzh animpalaeriezh roman e-25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag anavezet eo darn eus buhez an impalaer Aogust diwarenskrivadurioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn anhoalad kristen e vez degaset arrelijion kristen ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ anabostol sant Paol, a skrivas dezhi ullizher a gaver erTestamant Nevez hiziv (Lizher d'ar C'halated).

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anv zo en oberennoù skrivagnerien an Henamzer eus argalatege, ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rannyezh eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a raesant Yerom (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tudTrier (Alamagn hiziv).Meur a anv galat zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Galated&oldid=2038540 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp