Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Gadoliniom

Eus Wikipedia
Gadoliniom
EuropiomGadoliniomTerbiom

Gd
Cm
Taolenn beriodek, Gadoliniom
Perzhioù hollek
Niver atomek64
Rummad kimiekLantanidoù
StrolladLantanidoù
Trovezh6
Bloc'hf
Tolz atomek157,250
Aozadur elektronek
[Xe] 4f7 5d1 6s2
Dasparzh an elektronoù :2, 8, 18, 25, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 3
Oksidennvazennek skañv
Tredanleiegezh1,2(Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 593,365 kJ/mol
2 : 1 166,507 kJ/mol
3 : 1 990,491 kJ/mol
4 : 4 235,351 kJ/mol
Skin atomek234 pm
Skin kenamsav182 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20 °C)7,870 g/cm3
Teuzverk1 313 °C
Bervverk3 273 °C
Tredanharzusted1,31 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Unelfenn gimiek eo argadoliniom ;Gd eo earouez kimiek,64 eniver atomek ha157,250 edolz atomek.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvetdouaroù rouez ivez, eo hini ar gadoliniom.
E1803 e voe dizoloet arc'heriom58Ce ; e1839 e teuas arc'himioursvedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : allantanom57La hag un elfenn all a anvasdidymium diwar ar gresianeg "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e1879 e voe dizoloet arsamariom62Sm ennañ gant ar c'himiourgall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo andidimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantouraostrian Carl Auer von Welsbach e1885 :prazeodimiom59Pr haneodimiom60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom a voe dinoet ennañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e1880, dre ensellet skalfad un tamm kailhgadolinit ha hini un tammkerit ma kavas muioc'h eus an elfenn nevez. Dont a reas a-benn da dennañ stummoksidet anezhi eus an tammkerit, hagadolinium a zibabas da anv an elfenn nevez, diwar anv ar c'hailh a oa bet anvet en enor d'ar c'himiour hadouarourfinlandat Johan Gadolin.
E1886 e voe tennet ar metal eus un tammkerit gant Paul Émile Lecoq de Boisbaudran.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant eo ar gadoliniom glan ;orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, hagovelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Ferromagnetek eo ar gaodoliniom egwrezverkoù yenoc'h eget 20 °C : treiñ a ra dawarell ; pa vez tommoc'h eget 20 °C e tro dagewarellek, ret eo e vije en ur gwarellvaez kreñv evit ma trofe da warell.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Aes eo lakaat ar gadoliniom da zazgwerediñ gant an darn vuiañ eus an elfennoù all, daoust dezhañ bezañ stabil a-walc'h enaer sec'h en 20 °C. Buan avat e koll e lufr pa vez mouest an aer, en abeg da stummadur ur gwiskad oksidenn (Gd2O3) a ziskant en ur lezel muioc'h a vetal da c'houzañv an oksidadur : 4 Gd + 3O2 → 2 GdO3.

  • Par da hini arc'halkiom20Ca eo dazgweredusted ar gadoliniom en dour :
2 Gd [k] + 6H2O [d] → 2 Gd(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]

Gorrek e tazgwered en dour yen, ha buan en dour zomm.

2 Gd [k] + 3 H2SO4 [dz] + 18 H2O [d] → 2 [Gd(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3 H2 [g]
  • E gwrezverkoù tost da 200 °C e tasgwered Gd gant anhalogenoù, aroueziet amañ dreX :
2 Gd + 3X2 → 2 GdX3

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gadoliniom a gaver en natur, e stumm 6izotop stabil hag ur skinizotop,152Gd, 1.08×1014 bloavezh ehanter-vuhez. Gadoliniom-158 eo an izotop paotañ.
Skinizotopoù all zo bet kevanaozet, 29 anezho, an hini stabilañ o vezañ150Gd gant un hanter-vuhez a 1.79×106 bloavezh.

Izotopoù stabilañ ar gadoliniom
Izotop% en naturHanter-vuhezDigevanad
152Gd0,21,08x1014 bloavezh148Sm
154Gd2,18stabil, 90neutron
155Gd14,8stabil, 91neutron
156Gd20,47stabil, 92neutron
157Gd15,65stabil, 93neutron
158Gd24,84stabil, 94neutron
160Gd21,86> 1,3x1021 bloavezh160Dy

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Nebeut a zedalvezadurioù zo d'ar gadoliniom, met pouezus int.

  • Trawalc'h eo lakaat 1% a c'hadoliniom er c'hendeuzadoùkrom24Cr pehouarn26Fe evit gwellaat o goveliusted, o orjalennusted hag evit ma talc'hfent gwelloc'h ouzh an oksidadur hag er gwrezverkoù uhel.
  • An izotop Gd-157 a implijer erskeudennerezh dre zasson gwarellel (SDG), evit dinoiñyoc'hennoù krankrek pergen ; abalamour d'e ferromagnetegezh ez implijer Gd en SDG ivez evit gwellaat ar skeudennoù, pa c'haller diforc'hañ aesoc'h etre ar gwiadoù yac'h hag ar re glañv.
  • Dre m'eo gouest da lonkañ neutronoù ez arverer gadoliniom evit hobregonañ andazgwerederioù derc'hanel hag evit gwareziñ kefluskerioù derc'hanel allistri-spluj.
  • Ur c'henaozad gadoliniom, Gd3Ga5O12, kevret gantneodimiom, disproziom peiterbiom, a implijer da fardañlaseroù a-benn kenderc'hañ pladennoù-stumm (CD,CD-ROM,DVD) ; gwezhall ez arvered ar c'henaozad-se evit fardañdiamant faos ha memorioù gwarellnez evit anurzhiataerioù.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Royal Society of Chemistry(en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. Alc'hwez :k = kalet,d = dourek,dz = dourzileizhenn,g =gaz

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gadoliniom&oldid=2095837 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp