Arfraezh (pefraez) eo an anv a vez roet d'antoull-revr, a zo etre an divfeskenn, e penn arvouzellenn-dev.Etre an divfeskenn emañ, e-barzh arritenn, e penn aryoulc'h (rektom). Serret eo dre nerzhkigennoù, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latinanus, a dalv kement hagwalenn.Dre aze eo e vez kaset arfank er-maez euskorf an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evelamprevaned pe e vijent bras evelolifanted.
Naetadurezh a zo ret evit ar yec'hed. Gwalc'hiñ gant soavon dous ha dour eta. Pa reer gant soavon rust, pe gant doareoù garv, e c'haller tanailhañ pe drailhañ ar c'hroc'hen tener en-dro d'ar fraezh, ha neuze kaout debron pe boan.