Fouzhlec'h enAlamagnMaouez en ur fouzhlec'h alamanSoudarded alaman en ur fouzhlec'h, un ez-mikve,Brest, 1940Shimpuro Brothel eYokohama
Urfouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gantgisti. Gant ur vaouez a reerhoulierez anezhi alies e ve renet.
Peurvuiañ e vez degemeret ar pratikoù en ur sal ma vez servijet dezho da evañ, da c'hortoz o zro, ma reont anaoudegezh gant ar maouezed. Goude e savont gant an hini zibabet d'ar gambr ma c'hoarvezo an embarañ pe c'hoarioù all.
E broioù zo int ez eo berzet ar fouzhlec'h hervez al lezenn, evel eBro-C'hall abaoe lezenn Marthe Richard an13 a viz Ebrel1946[1].
Brudet e oa Fernande Grudet, lesanvetMadame Claude (Angers, 6 Gouhere 1923 –Nisa, 19 Kerzu 2015), evel houlierez ePariz erbloavezhioù 1960 ha1970. E1976 e rankas mont da repuiñ daStadoù-Unanet Amerika abalamour ma klaske tud an tailhoù lakaat o c'hrabanoù war he yalc'h.
Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare.
Ar gerputendioù a lenner dindan bluennMeven Mordiern en e levrPrederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg (1935), Levrenn 1, p. 51 :
Ouz ar rummadou Brezoned-se eo e terefe enskridardamez lorc’hus levr Choleau, neket ouz engroez ar beorien hag ar paourezed dizifenn a yeas, goude eur vuhez a zienez, a c’hlac’har hag a vez da leunia klañvdiou,putendiou ha beredou Bro-C’hall.[2]
Gallek
Un toullad kontadennoù gantMaupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti.Une partie de campagne gant Jean Renoir (1936) zo ur film tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat kêr da vont d'ur gomunion war ar maez.