Foue[1] ar ra arvevoniourien eus ar boudoù a ya d'ober arriezadFungi endamani anvetEukaryota[2]. Ledan-meurbet eo ar riezad-se, pa gaver enni argoell, allouedoù, ar mildiou, ar mergl, ar c'horbon, ar penndu hag arc'hebell-touseg a zebromp. Foue unkelligek zo, lod all zo bras-kenañ. Meur a zoare kelc'hiad bevañ zo dezho, meur a stumm ha meur a endro. Hervez ar skiantourien ez eus etre 2,2 ha 3,8 milmilion a spesadoù er riezad[3]. Nevez zo ez eo bet adsavet rummadurfilogenetek riezad ar foue, a zo rannet bremañ en 1 isriezad, 7skourrad ha 10 iskourrad ; war-dro 120 000 spesad zo bet deskrivet betek-henn.
Disrann diouzh hini alloened ha hini arplant eo riezad ar foue, abalamour d'ar c'hitin (un doare glukoz) a zo e speurennoù okelligoù evel enezrelegenn anamprevaned hag arc'hresteneged. Evel al loened e kavont o boued dre lonkañ molekulennoù a zileizhont dreenzimoù a strewont tro-dro dezho, ha neket dreluc'hgenaoz evel ar plant. Evel ar plant avat, ne fiñvont ket. Kas a reont spor dre avel pe zour evit gouennañ. Ar foue eo a zispeur an darn vrasañ eus an organegoù marv en natur. Abalamour da gement-se ha da berzhioù all ez eo bet renket ar foue en ur strollad boudoù anvetEumycota (foue gwir) hag o deus un hendad boutin dezho ; gwechall e veze renket ar foue gant ar plant, hogen abaoe diorroadur argenetik e ouzer ez int tostoc'h d'al loened.
Er bed a-bezh e kaver foue, met kuzh eo an darn vuiañ anezho dre ma'z int bihan ha ma vevont kuzhet en douar pe en organegoù marv. Kalz anezho zo kedvevat, da lavarout eo e kenvevont gant plant, loened pe foue all ; lod zo arvevat ouzh boudoù all. Ar pezh a welomp anezho eo o frouezh, a anvomp kebell-touseg, bonedegoù(Boletus sp.), morukl(Morchella sp.), puferigoù(Lycoperdon sp.), hag all.
Diwar foue e farder kement boued a lakaer da c'hoiñ :bara,bier,gwin ha lipigsoja, da skouer. Diwarno ivez e vez kenderc'hetbevastalerioù,dilastezerioù haskurierioù. Lod foue zo ker pistrius ma c'hallont lazhañ un den, lod all a lakaer da zrammoù abalamour d'o ferzhioù bredwezher, lod all c'hoazh a c'hall diskar traezoù ha savadurioù.
A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ anTDN e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg : chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont. Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened enNeoproterozoeg, da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all. Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.
Doareoù boutin
Gant eukarioted all : speurennek eo o c'helligoù ;kromozomoù o deus ; TDN o deus.
Gant ar plant: speurennek eo o c'helligoù ; vakuolennoù o deus ; gouennañ a reont koulz en un doarerevel hag anrevel ; spor a genderc'hont ; haploidel eo o nukleusoù.
Gant lodbakteri :bevenaoz, e lod foue (em em voueta a reont dre dreuzfurmiñ organegoù all).
Gant lod plant ha loened :bevdreluc'hañ (tremen 70 spesad foue a daol gouloù en deñvalijenn).
Doareoù dibar
Lod spesadoù a gresk e stumm goell hag a ouenn dre vroñsañ pe emrannañ ; lod all zo unkellgig met a c'hall kemer ur framm neudennek mar kemm o endro.
Glukan ha kitin a ya d'ober speurennoù keligoù ar foue, pa n'eus nemet glukan er plant ha kitin e lod loened ; n'eus kelluloz ebet er foue.
Hifennoù (pe gwiennoù) foue
Ne c'hall ket ar foue treuzkas dour ha bouedennoù betek pell ; lod anezho neuze a gas un doare gwizioù evit bastañ d'o ezhommoù.
Er bed a-bezh ez eus foue, betek endezerzhioù, strad ar morioù, al lec'hioùsall-meurbet hag ar re a zo skinataet. Lod o deus dreistbevet er skinoùuslimestra hag er skinoù kosmek[4]. War an douar e vev ar pep muiañ eus ar foue, hogen lod a vev en douar hag en dour, pe en dour hepken.