| Anv berr | Food Wars |
|---|---|
| Titl | 食戟のソーマ,Food Wars |
| Labour da-heul | Food Wars!: Shokugeki no Soma |
| Danvez pennañ | high school student,keginañ,boued |
| Tachenn | adventure anime and manga,comedy anime and manga,cooking manga |
| Aozer | Yūto Tsukuda |
| Bro orin | Perou |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Deiziad kregiñ | 26 Du 2012 |
| Deiziad echuiñ | 29 Eos 2019 |
| Skeudennaouer | Shun Saeki |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.shonenjump.com/j/rensai/soma.html |
| Bet embannet e | Weekly Shōnen Jump |
| Arvesterien pal | Shōnen |
Food Wars! zo ur manga e doare arshonen,ecchi, fent-karantez ha keginerezh skrivet gantYūto Tsukuda ha treset gant Shun Saeki. Sikouret eo bet an daou aozer gant Yuki Morisaki evit ar pezh a sell ouzh ar c'heginañ hag ijinañ rekipeoù. Ar manga a zo bet embannet e Japan eus 2012 betek 2019 erWeekly Shōnen Jump. Goude-se eo bet embannet gantShūeisha e stumm 36 levrenn manga. E Breizh eo embannet gantTonkam abaoe 2014.
Kenarroud Food Wars ! : Shokugeki no Soma a zo dreist-holl bed Skol-veur Tōtsuki (Tōtsuki Saryō Ryōri Gakuen), ar vegenn eus ar skolioù keginerezh eTokyo, eJapan. Ar skol ne zegemer nemet un nebeud studierien bep bloaz hag ar re-se n'int ket asur ne vint ket skarzhet e-kerzh ar bloavezhioù studioù. Tost an holl studierien zo o tont eus familhoù pinvidik ha tremenet int dre al Lise Totsuki.
An dek studier gwellañ a vez adkavet en ur c'huzul-skol (kuzul an dek mestr). Ar re-se zo tost ken galloudus ha rener ar skol. Ar studierien a c'hell krouiñ ur shokugeki (tresadenn-bev: brezel boued), ur genstrivadeg evit gouzout piv eo an hini gwellañ a-fed keginañ.