Urfjord[1] pefiord[2] a zo undraoñienn aloubet gant armor. Disheñvel int diouzh anaberioù : ma’z int bet stummet da gentañ gant stêrioù, int betkrignet gantskornredennoù hag aloubet gant armor goude-se. Setu perak e vezont strizh ha don ; kavet e vezont war aodoù meneziek hag e broioù a oa goloet gant skornegoù ur poent zo bet.
Ur gerskandinavek eo ar gerfjord — da vezañ distaget /fyort/[3] — hag implijet e vez bremañ en ur bern yezhoù evit ober anv eus ar seurt traoñiennoù beuzet. E broioùSkandinavia en deus ar ger ur ster ledanoc’h ha mont a ra da envel kementpleg-mor a sank don endouaroù, pe e ve bet stummet gant ur skornredenn pe get.