Uryezh semitek eus is-skourr aryezhoù kananek eo arfenikianeg (fenikianeg: dabarīm Pōnnīm/Kana'nīm, "komzoù fenikianek/kananek") komzet gwechall eLiban,Tunizia,Spagn,Malta,Sikilia ha meur a vro all. Uryezh varv an hini eo, aet da get erVIIvet kantved. Skrivet e veze gant allizherenneg fenikianek er c'hantvedoù kentañ ha gant allizherenneg latin da c'houde dismantrKartada e146 kent JK.
Ne anavezer ar fenikianeg nemet dre enskrivadurioù evel re arched Ahiram, re bez Kilamuwa, pe hini Yehawmilk eBiblos, ha dre un nebeud spisc'herioù a zo bet kavet a-wezhioù e levrioù skrivet e yezhoù all. Skrivagnerien roman evelSallustus a veneg levrioù skrivet e fenikianeg, met n'eus deuet hini ebet betek ennomp nemet dindan stumm un droidigezh e vefe (skridoù Mago, da skouer) pe dindan stumm bommoù e pezhioù-c'hoariPlautus.
Levezonet h edeus ar yezh-se meur a yezh all deveret eus anarabeg (Sellet ouzharabeg rannyezhel).
Skrivet e veze ar fenikianeg gant allizherenneg fenikianek. Implijet ha kopiet eo bet gant pobladoù all ha diwanet eo e-giz-se allizherenneg c'hresianek hag allizherenneg arameek.