Taolennet e vez ar faraon peurliesañ gant argabell Nemes hag ur vrozh kinklet
Faraon a oa anv ar roue eNevezimpalaeriezhHenegipt. Talvezout a rae "Ti bras", ar pezh a rae dave da balez ar roue da gentañ, met kollet e oa bet ster kentañ ar ger e-doug istor Henegipt betek ar c'houlz ma voe tu d'ober gantañ e-lec'h ar ger henegiptek evit roue.
Daoust ma vezegwazed e penn Henegipt peurliesañ, an anv afaraon a veze implijet en degouezhioù dibaot ma vezemaouezed e penn ar Stad. Krediñ a raed e oa ar faraoned enkorfadur an doueHorus[1].
Ar faraon a oa war un dro merour pennañ ar vro, penn an armeoù, barner kentañ ha beleg bras Henegipt. Embann a ra ez eomab da Horus ha gwarezet gantAmon-Ra.
Ar gerfaraon a zeu eus ur c'henstrollad gerioù treuzskrivetpr-`3, hag a veze implijet e frazennoù brasoc'h hepken evelsmr pr-`3 'Courtier eus an Ti Bras', o komz evel se eus savadurioù al lez pe eus ar palez e-unan, sellet outo evel sez ar renerezh hag ar melestradur[2]. Adalek anXIIvet tierniezh e anadas ar ger en orezon 'Ti Bras,Ra vevo, prolth' oc'h ober dave d'ar savadurioù ha d'ar gallout hepken avat ha n'eo ket d'an den.
Tremenet eur eta eus ur ger a ra dave d'ur savadur ha da greizenn ar galloud d'un anv a vez graet eus ar roue, e-pad anXXIIvet tierniezh hag anXXIIIvet tierniezh peurgetket. D'ar c'houlz-se, ar gerhenegipteg a vije bet distaget*par-ʕoʔ zo bet amprestet ehenc'hresianeg dindan ar furm φαραώpharaō ha goude eLatin dindan ar furmpharaō. Diouzh an hini diwezhañ pe diouzh ar galleg e teu ar ger brezhoneg. Gant an amzer *par-ʕoʔ a zeuas da vezañprro ekopteg ha gouderro (pa oa kemeretp- evit ar ger mell resis rakstaget "ar" deu diwar an henegiptegp3).Un emdroadur damheñvel, gant ur ger a rae dave da gentañ da unan eus arouezioù ar roue hag a grogas a-benn ar fin d'ober dave d'an den, a c'haller da gaout diwezhatoc'h gant ar gerarabegSultan.
Douget e vez ivez urgabell roudennet anvet annemes, a oa marteze ar gabell veze douget gant ar faraoned war ar pemdez. Douget e veze annemes a-wezhioù war un dro gant ar gurunenn zoubl, evel war unan eus delwennoùRamses II enAbou Simbel.
Urbarv faos a veze ouzhgroñj ar faraoned ivez pa vezent en o dilhad-lez, e-doug al lidoù da skouer. Fardet e veze gant blevennoù bouc'hed[4].
Merzet en deus an EgiptologourBob Brier ne oa ket bet dizoloet kurunenn ebet biskoazh petra bennak ma vezont gwelet stank e skeudennoù ar faraoned. E bezToutanc'hamon, dizoloet tost en e stad orin, e oa bet dizoloet arouezioù eus e c'halloud evel arGrommell hag arskourjez, met kurunenn ebet. Krediñ a rae Egiptiz e veze perzhioù hud gant ar c'hurunennoù, ha lakaat a ra Brier e oa arouezioù na c'halle ket ur faraon marv kas gantañ er bez hag a zlee bezañ roet da hêr ar galloud.
↑The Way to Eternity: Egyptian Myth, F. Fleming & A. Lothian, 12, 59
↑Ancient Egyptian Grammar (3e embannadur), A. Gardiner (1957-) 71-76
↑Papiruzhieratek eus Kahun ha Gurob, F. LL. Griffith, 38, 17. Sellet ivez ouzhTemples of Armant, R. Mond and O. Myers (1940), pl.93, 5 evit ur skouer a c'hallfe bezañ deiziataet eus renThoutmose III.