Hervez al luskad e-unan ez eo Falun Gong urskol-brederqigong (氣功; qìgōng) diazezet war kredennoù hengounel Sina kar d'anTaiqi Quan.
Aet eo kalz war gresk abaoe ma oa bet digoret Falun Gong d'an holl ez ofisiel e1992 gant an den a oa bet krouet gantañ, Li Hongzhi (李洪志) hag a zo o chom hiziv erStadoù-Unanet) betek tapout tro-dro da 80 milion a izili e Sina e1998 hervez sifroù ofisiel Sina. Aet eo war vrasaat ivez an niver a izili dre ar bed a-bezh, dreist-holl erStadoù-Unanet, eKanada,Aostralia hagEuropa.
ESina e vez klasket mougañ al luskad Falun Gong ha lazhet ez eus bet gant ar gouarnamant un 260 ezel bennaket ha savet ez eus bet luskadoù dreEuropa o c'houlenn groñs e chomfe a-sav Sina da heskinat izili Falun Gong.
Hervez gouarnamant Sina ez eo Falung Gong ursektenn hepmuiken hag hervezañ e vefe an aozadur kiriek da varv ouzhpenn 1600 den bet nac'het reiñ louzoù dezho. N'eo ket gwall sur seurt tamalloù, avat, evit aozadurioù a zifenn gwirioù mab-den evelAmnesty International.
D'an23 a viz Genver2001 eo marvet un den goude bezañ lakaet an tan ennañ e-unan ePlasenn Tiananmen, un ezel eus Falun Gong anezhañ hervez gouarnamant Sina.
Diaes eo kavout sifroù ha dielloù resis a-fed jahinañ marvus e Sina, met istimet e vez niver izili Falun Gong a zo bet lazhet dre flastradennoù. E 2009,The New York Times en devoa embannet, e oa hervez aozadurioù difenn gwirioù Mab-den "d'an nebeutañ 2000" den a zo bet lazhet eeun.Amnesty International en doa embannet e oa bet 100 ezel Falun Gong lazhet er bloavezh 2008, pe en toull-bac'h pe nebeut amzer goude bezañ bet dieubet. Ar c'hazetenner enklaskEthan Gutmann en doa istimet e oa bet lazhet 65 000 Falun Gong a oa bet lazhet evit laerañ organoù etre 2000 ha 2008 hervez atersadennoù hir, ouzhpenn-se ar skolveuridi David Kilgour ha David Matas o doa embannet, "mammenn 41 500 treuzplatadur war ur mare 6 bloavezh etre 2000 ha 2005 a chom hep displegadenn".