Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Fa Ngum

Eus Wikipedia

Fa Ngum a voe krouer ha roue kentañ rouantelezhLan Xang, m'emañ, well-wazh,Laos hiziv an deiz. Dezrevellet eo istor Fa Ngum enNithān Khun Bôrom, ul levr lakaet da vezañ skrivet gant ar roueVisun er XVIvet kantved a-benn kontañ istor e dierniezh.

Fa Ngum a vije bet ganet e 1316 e Muang Sua (Luang Prabang bremañ) ha kaset en harlu pa oa bugel da gKambodja[1]. Eno e timezas gant ur verc'h d'ar rouekhmer. Hemañ a brestas un arme da Fa Ngum a-benn adc'hounit e rouantelezh, ar pezh a voe graet ha kurunennet Fa Ngum e 1354 eVientiane.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. EnNithān Khun Bôrom eo kontet e oa bet kaset Fa Ngum en harlu dre ma oa bet ganet gant 33 dant, pezh a oa seblant fall hervez an diouganerien
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Fa_Ngum&oldid=1815917 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp