Hogos dic'hallus eo treiñEuskal Herria en ur yezh all, abalamour da ledander skalfad sterioù ar gerherri : "bro", "broad", "tiriad", "poblad", "poblañs", "kêr", "keriadenn", "annez". Koulskoude, dre ma talvezeuskal kement hag "euskarek" e c'hellfed treiñEuskal Herria dre « ar vro ma komzer euskareg », ar pezh a zo seul wiroc'h ma n'eus yezh kar ebet d'an euskareg er bed a-bezh. Koshañ daveoù skrivet a gaver eo un dornskrid digant ar skrivagner euskarat Joan Perez de Lazarraga (1548–1608) e1564–1567 ma lennereusquel erria,eusquel erriau,heuscal herrian (skeudenn amañ a-zehoù), hag e troidigezh arBibl gant arbeleg euskarat Joanes Leizarraga (1548–1608) e1571[1]. | 
|