Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Euoplocephalus

Eus Wikipedia
Euoplocephalus

Un Euoplocephalus
Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Chordata
Kevrennad :Reptilia
Usurzhad :Dinosauria
Urzhad :Ornithischia
Isurzhad :Thyreophora
Kerentiad :Ankylosauridae
Genad :Euoplocephalus
Spesadoù
  • E. tutus(Lambe, 1902) [Da gentañStereocephalus]
Pelec'h e veze kavet
{{{2}}}
Prantad
{{{2}}}
D'arvevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Euoplocephalus (« penn armet mat ») a oa undinosaor geotdebrer a veve erC'hretase, 73 milion a vloavezhioù ’zo. Dezhañ 7 m hirder ha 2 donenn pouez, arouezius e oa eus kerentiad anAnkylosauridae, dinosaored hobrejonet berr a-walc'h, a oa gwarezet o fenn gant pladennoù askornek. Darn anezhe a c'halle goloiñ an daoulagad. Plakennoù, broudoù ha kerniel a oa war o c'hein ivez. E penn e lost e oa ur vataraz, anezhi koagennoù askornek stag ouzh diwezhañ mell al lost. En em zifenn a rae ganti a-enep ar preizherien bras,Carnosaurus peurgetket, ouzh he skeiñ ouzh o favioù a-dreñv. Daoust d'o hobrejon e oant prim a-walc'h moarvat, gouest da dec'hel d'ar red pe da zistreiñ da deuler o lost ouzh al loen a dage anezho. Bevañ a rae euoplocephalus e-unan moarvat, o peuriñ plant geotennek ar c'hoadoù. An 40 loen adkavet enNorzhamerika (erMontana, enAlberta) a oa kavet pell an eil re diouzh ar re all.

E vent keñveriet gant hini un den.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Euoplocephalus&oldid=1980784 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp