Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Etruskeg

Eus Wikipedia
Etruskeg
(*dianav)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e :yezh varv
Rannved :Italia
Komzet gant :yezh varv
Renkadur :yezh varv
Familh-yezh :Yezhoù tireniek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :-
Akademiezh :-
Kodoù ar yezh
ISO 639-1-
ISO 639-2
ISO 639-3ett
Kod SILETT
Sellit ivez ouzh ar pennadYezh.

An hini bouezusañ eus aryezhoù tireniek e oa anetruskeg, komzet gwechall eToskana eItalia da vare arRepublik roman. Aet eo da get goudealoubadeg diwezhañ arRomaned e350 kent Jezuz-Krist. Moarvat e oa kar d'arreteg komzet enAlpoù ha d'allemneg komzet en enezLemnos,Gres. Ne intenter ket mat arskridoù miret.

Lizherenneg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ober a rae anEtrusked gant un deveradenn eus allizherenneg gresianek ar c'hornog o-doa amprestet diganttrevadennoù gresian kreisteiz Italia,gantlevezonoù eus arfenikeg. Lennet e veze eus an tu dehou d'an tu kleiz pe en ur doareboustrofedon.Ne oa ket unvanet allizherenneg etruskek. Pepkeoded a dalvoudekae uneilstumm ispisial. An disheñvelderioù-se a c'hell diskouez ul liesder rannyezhel pe henvoazioù lennegel lec'hel.Gant ar lizherenneg etruskek e veze skrivet meur a yezh italian evel anoskeg pe alleponteg. Amprestet eo bet ivez, gant un nebeud kemmadennoù, gant ar Romaned hag orin arlizherenneg latin a-vremañ eo bet.

Istor diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dispis eo orin an Etrusked. HervezHerodotes e vefent embroidi eus Bro-Lidia (eTurkia hiziv), deuet daUmbria da dec'hout unnaonegezh (Istorioù, 21). Lodek gant e gredenn ne oa ket tout e gempredidi. ErIañ kantved goude Jezuz Krist e remerkas (?) ne oa etruskeg heñvel ouzh yezh ebet arall. Eus an dra-mañ e tezastumas e oant henvroidi.

Klaskourien a-vremañ a zo disrannet a-zivout an dalc'h.Massimo Palotino hag an darn vrasañ eus ar glaskourien Italian a soñj e tiskenne an Etrusked eus ar poblañsoù a veve eItalia a-raok an divroadegoù indez-europek. Mennozh darn vuiañ an istorourien er-maezItalia eo e oa degaset ar yezh etruskek gant alouberien eus ar reter. Hervezo e c'hellfent bezañ liammet d'arPobloù eus ar Mor a waske aodoù reter arMor Kreizdouarel enXIIvet kantved kent Jezuz-Krist.

Unan eus ar yezhoù kentañ da vezañ skrivet eItalia e oa an etruskeg hag ullennegezh pinvidik he-doa moarvat. He fouez a ya war ziskar goude aloubadegCampania gant anOsked ha traoñienn arPo gant arGelted. Goude arIVe kantved kent Jezuz-Krist,Etruria a oa aloubet gant ar Romaned hag he yezh a oa erlec'hiet gant allatin. Ne gaver mui aenskrivadurioù etruskek goude ar c'hantved kentañ, zoken enhanternoz e-lec'h ma seblant bezañ treuzvevet ar yezh hiroc'h eget er ranvroioù arall. Goude ar poent-se eo gwirheñvel ne oa mui komzet etruskeg nemet gantkouerien.

AnimpalaerKlaodius (10 kent Jezuz Krist - 54) en doa skrivet urgeriadur hag uryezhadur etruskek, ar pezh a ziskouez e oa c'hoazh komzet an etruskeg e derou ar c'hantved kentañ.

Istor diabarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'anavezer ket mat a-walc'h an etruskeg da skrivañ un istor diabarzh gwir anezhi, met testennoù o doa treuzvevet a ziskouez ur rummad a gemmoù etre an enskrivadurioù koshañ hag ar skridoù diwezhatoc'h evel alliber linteus. Seblantout a ra en doa an etruskeg urpouez-mouezh kreñv hag a oa kaoz da wanadur ar vogalennoù dibouezet evel erasena a ya darasna e testennoù eus penn arRepublik roman. Kavout a reer ivez urger-mell -ten petn - e-barzh skridoù diwezhatoc'h hag a zo diank en enskrivadurioù diaraok.

Renkadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj eo an etruskeg aparchant d'urfamilh tireniek hag a endalc'hfe, e-kichen an etruskeg, arreteg hag allemneg. ArC'hamuneg a zo staget outi gant yezhoniourien zo, met n'anavezer ket a-walc'h a-zivout ar yezh-se da vezañ sur. Anhengipreg hag anhengreteg a c'hellfe bezañ izili ar familh-se

Liammoù etre aryezhoù tireniek anindez-europeeg o-deus bet kinniget pa seblant un darn eus ar geriadur etruskeg kaout un orin indez-europek, pe tost ouzh an indez-europek. Hec'h yezhadur, avat, a zo disheñvel kenañ.

Fonologiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tra ma oa etruskeg skrivet en ur doare-skrid a gomprener ma a-walc'h ez eus kalz entremarioù c'hoazh diwar-benn efonologiezh. Kenemglev ebet a zo a-zivout talvoudegezh al lizherennoù sunet (theta,phi hachi). Gallout a rafent bezañ sunet evel egresianeg pe talvezoutkensonennoù-c'hwezh. Gallout a reont bezañ nemeteilstummoù al lizherennoù nann-sunet.

Vogalennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
A-raokKreizA-dreñv
Serri
I
uU
Damserre
E
DigoraA 

Kensonennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
DiweuzDentLogigoùStaonGouelTarzh
Dre Darzhañp
[p]
P

[]
t, d
[t]
TD

[]
c, k, q
[k]
CKQ

[]
Dre ruzañf
[φ]
F
s
[s]
S

[ʃ]
h
[h]
H
Afrikatekz
[ʦ]
Z
Dre frim
[m]
M
n
[n]
N
Dre fraoñvall
[l]
L
r
[r]
R
Dre-dostaatv
[w]
V
i
[j]
I

Yezhadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo ket anavezet mat yezhadur an etruskeg. An darn vrasañ eus an destennoù a zo re verr ha n'int ket komprenet ar re hiroc'h. Gwelet eo mat e oa uryezh genbegus an etruskeg.

An anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Displeget e oa ananvioù etruskeg en ur stagañlostgerioù outo, evel eturkeg pe efinneg.

clan: mab

UnanderLiester
Tro-envelclanclenar
Tro-c'henelclensclenarasi / cliniiaras
Tro-reiñclensiclenarasi / cliniiaras
Tro-lec'hel*clenthi

Gerioù oc'h echuiñ gantl per a ra o tro-c'henel eus. Un nebeud gerioù o deus untro-c'henel e al, se a zo:

  • ar gerioù gwregel oc'h echuiñ ganti
  • ar gerioù gourel oc'h echuiñ gants
  • ar gerioù gourel oc'h echuiñ gant ur gensonenn dre-zent

Ar raganv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'anavezer nemet daouraganv personel e etruskeg :mi (me),mini e dro-damall haan (eñv/hi) a ya dainpa ziskouez un dra divuhez.

Ar raganv-diskouez a zoita/eta/ta peika/eca/ca a zo e zisplegadur :

Tro-envelita / eta / taika / eca/ ca
Tro-c'henelitan /tncan / cn / ecn
Tro-lec'helcalthi / eclthi /clth

E testennoù diwezhatoc'h, evel alliber linteus, e yata / tn d'ur ger-mel.

Ar verb

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abalamour da natur an testennoù n'anavezer ket matframmadur ar verb etruskeg.

  • Trede gour an amzer a-vremañ a vez furmet gant ar wrizienn noazh :an tur : eñv a ro
  • Trede gour an amzer dremenet a vez furmet dre stagañ -ce ouzh ar wrizien :turce : eñv a roas
  • Gour kentañ an amzer dremenet-gouzañv a vez graet dre stagañche ouzh ar wrizienn.

Testennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Miliadoù a destennoù en etruskeg a zo bet treuzkaset, met an darn vrasañ anezho a zo skort. Skridoù-bez ha gouestloù ez int dreist-holl. N'hon eus nemet un dornad a destennoù hir, gwirel pe relijiel o natur :

Liammoù diavaez (esaozneg)

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Yezhoù tireniek

Lemneg

Reted

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Etruskeg&oldid=2081305 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp