Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Etiopia

Eus Wikipedia

Lizherennoù ispisial a vez implijet war ar bajenn-mañ. Ma ne welit ket pep-tra kit da selletaze.


ye-Ītyōṗṗyā Fēdēralāwī Dīmōkrāsīyāwī Rīpeblīk

Republik Demokratel Kevredadel Etiopia
Banniel EtiopiaSkoed-ardamez Etiopia
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : Etiopia Tikdem (Etiopia da gentañ)
Kan broadel:Wodefit Gesgeshi, Widd Innat Ityopp'ya
"Bale war-raok, mamm garet Etiopia"
Lec'hiadur Etiopia
Lec'hiadur Etiopia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Addis Abeba


9°01′N 38°44′R

Yezh(où) ofisielAmhareg
GouarnamantRepublik Kevredadel[notenn 1]
 -PrezidantSahle-Work Zewde
 -Kentañ ministrAbiy Ahmed
Staliadur 
 - Deiziad hengouneltro-dro -980 
 -Rouantelezh Dʿmt8vet kantved kt JK 
 -Rouantelezh AksoumIañ kantved kt JK 
Gorread
 - Hollad1.104.300 km² (27vet)
 - Dour (%)0,7
Poblañs
 - istimadur 200675.067.000 ()
 - niveradeg 199453.477.265
 - Stankter70/km² (123de)
PDK (PGP)2008 (istimadur)
 - Hollad$84,299 miliard (61vet)
 -Keidenn$1122,93 (175vet)
FDD  (2008) 0,503 (
MoneizBirr (ETB)
Gwerzhid-eur(UTC+3)
 - Hañv (Eur hañv)n'eus ket (UTC+3)
Kod kenrouedad.et
Kod pellgomz+251
  1. Etiopia zo un demokratelezh, met ar strolladTalbenn Dispac'helour Demokratel ar Bobl Etiopian zo o ren.

Etiopia (ኢትዮጵያʾĪtyōṗṗyā enamhareg), anvet ent-ofisielRepublik demokratel gevreadel Etiopia, zo ur stad e reter Afrika. En-dro dezhi emañEritrea en norzh,Djibouti er biz,Somalia (haSomaliland) er reter,Kenya er su,Soudan haSoudan ar Su er c’hornôg. Abaoe m'eo dizalc'hEritrea e 1993 n'eo ket digor war-du arMor ruz ken.

An eil bro enAfrika eo e-keñver poblañs hag an 10vet e-keñver gorread (32 wezh hini Breizh). Pladennoù uhel dreist-holl a ya d'ober ar vro, etre izelennDanakil (-120 m) betek begoù dindan erc'h MenezRas Dashan (4543 m). Liesseurt-mat eo ar vro rak 6 takad hin disheñvel zo. 3de kêr-benn uhelañ ar bed eo Addis Abeba lec'hiet da 2400 m uhelder. Daou vilion hanter a dud zo o chom enni.

Gant hiniEjipt ez eo sevenadurezh Etiopia unan eus koshañ sevenadurezhioùAfrika. Hervez ar profedMani eusMezopotamia e oa Etiopia unan eus 4 bro c'halloudusañ ar bed e-pad an IIIe kantved. Dibar eo Etiopia enAfrika rak e chomas dizalc'h ar vro en XIXvet kantved pa voe disrannet ar c'hevandir a-bezh. Unan eus ar broioù n'eo ket bet trevadennet gantEuropeaned eo. N'eo nemet e-pad un nebeud bloavezhioù hepken eo bet aloubet gant armeoùItalia, etre1936 ha1941.

En Etiopia ez eus bet kavet unan eus koshañ roudoù Mab-den, ar pezh a ra eus ar vro unan eus rannvedoù pouezusañ istor mab-den. Duhont eo bet kavetLucy. Kavell ar bed eo en ur mod. Studioù nevez a laka war wel ez eo adalek ul lec'h zo e-kichen ar pezh zoAddis Abeba hiziv an deiz, m'en deus Mab-den aloubet ar bed a-bezh.

GoudeArmenia ez eo Etiopia an eil broad kristen koshañ eus ar bed. Kristen eo abaoe ar bloaz 330. War un dro ez eo unan eus ar broioù he deus degemeret anIslam an abretañ er rannvroioùAfar,Oromia haSomali. Unan eus kêrioù santel anIslam eoHarar.Yuzevien, anvetFalashaed haganimegourien zo ivez. Ur vro laik ma kenvev an holl gredennoù eo Etiopia hiziv.

Evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù etrebroadel ez eo Etiopia ezel eusKevredigezh ar Broadoù eus 1923. Sinet he deusDisklêriadur ar Broadoù Unanet adal 1942 hag unan eus an 51 Stad Ezel o deus diazezet anABU eo. He c'hêr-benn,Addis Abeba, zo sezUnaniezh Afrika.Haile Selassie Iañ a oa unan eus he brasañ luskerien (AUA d'ar mare-se). SezKengor Armerzhel Afrika eo ivez (KAA).

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo ket peursur orin an anvEtiopia. Kozh eo e implij. Testeniekaet eo abaoeIlias ma teu 2 wezh war wel ha 3 gwezh enOdysseiaHomeros. E implij, evit envel rouantelezhAksoum ent resis, a gaver evit ar wezh kentañ er IVvet kantved war enskrivadur Ezana hag a droas Habachat gant Aithiops (Αἰθίοψ) e henc'hresianeg. « Dremm devet » a dalvez.

HervezKronikenn roueed Aksoum, dornskridgeuzeg eus an XVIIvet kantved, e tiver an anvEtiopia eus Ityopp'is, unan eus mibien Koush dianvavez er Bibl. Sevel a reas kêrAksoum hervez ar vojenn-se.Plinius Kozh a lavar e tever anv ar vro eus un den anvet Aethiops mab daVulkan. Bez Ityopis a c'haller gwelet e-kichenAksoum c'hoazh[6].

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skolioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Yezhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Relijionoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn Etiopia.

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Rannvroioù Etiopia

Rannet eo Etiopia e 9 rannvro ha 2 gêr :

Sifroù Etiopia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzhroll Yezhoù Etiopia.


g  ka  ke
StadoùAfrika
AljeriaAngolaAod an OlifantBeninBotswanaBurkina FasoBurundiDjiboutiEgiptEritreaEswatiniEtiopiaGabonGambiaGhanaGineaGinea-BissauGinea ar C'hehederKab GlasKamerounKenyaKomorezRepublik KongoRepublik Demokratel KongoRepublik KreizafrikanLesothoLiberiaLibiaMadagaskarMalawiMaliMaouritaniaMarokoMozambikMaorisNamibiaNigerNigeriaOugandaRwandaSão Tomé ha PríncipeSenegalSechelezSierra LeoneSomaliaSoudanSoudan ar SuSuafrikaTanzaniaTchadTogoTuniziaZambiaZimbabwe

Tiriadoù dalc'het
CeutaInizi KanariezMadeiraMelillaMayotteReünionSaint HelenaInizi Tchagos

Broioù ha n'int ket anzavet gant an holl
AzawadSahara ar C'hornôgSomaliland
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Etiopia&oldid=2129561 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp