Eswatini, anvet ivezUmbuso weSwatini eswatieg haKingdom of Eswatini esaozneg, anvetSwaziland betek miz Ebrel2018, zo urrouantelezh hag urStad dizalc'h enAfrika, etreSuafrika en norzh, kornôg ha su dezhi, haMozambik er biz. Unan eus bihanañ broioù Afrika eo, ha 200 km zo eus ar poent norshañ d'ar suañ, ha 130 km eus ar reterañ d'ar c'hornokañ. Dont a ra an anv eus hini ar roueMswati II, a rene enXIXvet kantved.
EnXIXvet kantved ec'h erruas annezidi Eswatini en takad-mañ eus Afrika, da heul divroadeg arBantoued. D'ar memes koulz ec'h erruas an drevadennerien wenn kentañ.
Liesseurt eo ar maezioù :menezioù a-hed an harz gant Mozambik,savanennoù er reter,koadeier gleb er gwalarn. Treuzet eo ar vro gant meur a stêr. Kêr vrasañ ar vro eo ar gêr-bennMbabane (94 874 annezad e2010).