AnEsened (hebraeg :אִסִּיִיםIsiyim,henc'hresianeg : Ἐσσηνοί, Ἐσσαῖοι, Ὀσσαῖοι,Essenoi,Essaioi,Ossaioi) a oa ur ranngredennyuzev da vareyuzevegezh anEil Templ, adalek an IIvet kantved a-raok hon mare betek70 en hon mare.
Daoust ma oant niverus a-walc'h hervez an istorourFlavius Josephus, ne oant ket ken niverus hag arFariseed pe arSadukeed. Bevañ a raent e meur a gêr e kumuniezhioù paour a-ratozh aozet diwar ur reolenn strizh (a c'hell lakaat an den da soñjal e kumuniezhoù ar venec'hkristen) ha kibelladennoù-lid pemdeziek. Meneget int bet evit ar wezh kentañ gantPlinius an Henañ. Brudet int bet en XXvet kantved pa oa bet kavet un dastumad bras a zielloù kozh,Rolloù ar Mor Marv, a greder e oant bet skrivet ganto, daoust ma'z eus tabut etre an enklaskerien, enno testennoù eus anTanac'h didouch abaoe 300 a-raok hon mare.