Erythrai (Ἐρυθραί, Erythrai ehenc'hresianeg,Erythrae e latin), a oa unan eus 12 kêrIonia, enAnatolia, bodet erC'hevre ionian, war aodMor Egea, dirak EnezC'hios. Chom a ra an dismantroù anezhi, e-kichen ar gêriadenn a oaLidri egresianeg a vremañ, hag a zoIldiri eTurki hiziv.
Dont a ra an anv eus hiniErythros, mab daRadamanthys, roueKreta, a ziazezas an drevadenn; Kretiz eta e vije bet an annezidi gentañ. En amzerKleopos, mab da gKodros, e voe kaset tud a bep kêr eus ar c'hevredad da annezañ Erythrai.
Brudet e oa Erythrai dre ziv velegez: an eil a oa anvetSibylla gantStrabon, eben a oa anvetAthenais en amzerAlesant Veur.
Herakleides Erythrai a oa ur mezeg eus skol Herofil en amzer Strabon.
En aber ar stêrAleos e oa Erythrai. Chom a ra dismantroù eus ar porzh, eus ar mogerioù kêr, un nebeud straedoù, bezioù, temploù, hag ar c'hoariva.