haMegaira, ar Sorserez (dont a ra ar ger gallekmégère eus anv an hini diwezhañ).
AnEumenided a veze graet anezho ivez, e henc'hresianeg Εὐμενίδες /Eumenídes, « ar madoberourezed », ur ger a veze lavaret gant aon da lavarout o gwir anv.
Hervez ar vojenn e vez graet an anv-se anezho abaoe barnOrestes (gwelout amañ izeloc'h) gant anAreopagos. EnAten e veze lavaret ivezσεμναὶ θεαί /semnaì theaí, « doueezed enorus ». Un anv all a veze graet anezho c'hoazh:χθόνιαι θεαί /c'hthóniai theaí, « doueezed ifernus ».
Dre ma oant doueezed kozh ne oant ket dindanZeus. O chom e oant enErebos (pe enTartaros, hervez an oberourien), er bed dindanomp, o tiskuizhañ da c'hortoz bezañ galvet war an Douar. Goude ma'z int a orin doueel ne blijont ket nemeur da z-Doueed Olympos, gouzañvet int ganto, ha netra ken. An dud avat o devez aon razo. Se zo kaoz, dre ma tec'her razo atav, dre ma fell dezho bezañ anavezet ivez, e plegont da varnadennAthena e pezhAisc'hylos, en desped d'o c'hoant diwalc'hus a zial.
Doueezed c'htonian a zo anezhe. Hervez an hengounorfek int ganet eusHaides haPersefone. Enkorfañ a reont ar mallozh taolet gant un den, ha karget int da gastizañ an torfedoù e-pad buhez an torfedour, ha n'eo ket goude e varv.
Kentañ ma voe c'hoariet trajedienn Aisc'hylos e spontas an arvesterien.
War-lerc'hAlkmeion e oa an Erinied ivez, dre m'en devoa lazhet e vamm. Evel Orestes e oa bet bountet gant Apollon da zialañ e dad. Un erinienn a veze war e lerc'h dre ar vro, ken na gavas repu war un douar ha n'eus ket anezhañ pa oa bet lazhet e vamm, ma n'hall ket bezañ kavet ken gant Merc'hed ar Gounnar.