Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Douaroniezh Douar ar C'hreiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eusEriador)
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ

Douaroniezh Douar ar C'hreiz a vod geografiezh fizikel, politikel, ha buhezegel ar bed ijinet gantJ. R. R. Tolkien, Douar ar C'hreiz, ur c'hevandir e planedennArda. Implijet e vez alies an anv-se avat evit komz eusar bed fizikel ijinet, hag eus, holl an traoù krouet, hag holl e skridoù diwar-benn an danvez-se[1]. Krouet e voe Arda evel ur bed plaen, gant ur c'hevandir er c'hornôg,Aman, a zeuas da vezañ kêr arValar, as well as Middle-earth. E fin an Oadvezh kentañ, lodenn gornôg Douar ar C'hreiz,Beleriand, a voe beuzet e-doug Brezel ar gounnar. En Eil oadvezh, un enezenn vras,Númenor, a voe krouet e-kreiz ar mor bras,Belegaer, etre Aman ha Douar ar C'hreiz. Distrujet e voe er cataclysm e dibenn an Eil oadvezh, pa voe adc'hraet Arda evel e stumm ur sferenn, ha pa voe tennet Aman eus ar bed en doare ma ne vefe ket an Dud evit tizhout anezhi.

EnAotrou ar Gwalennoù ez eo deskrivet Douar ar C'hreiz e diwezh an Trede oadvezh. Annezet eo gant pobloù dieub, anDud, anHobbited, anElfed, hag arGorred er c'hornôg, a enebe ouzh pobloù dindan galloudSaoron er reter. Lod o deus gwelet en dra-se ur c'heografiezh vuhezegel eus Douar ar C'hreiz.

Kosmologiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
DiskarNúmenor ha cheñchamant ar bed. Er C'hentañ oadvezh e oa an Elfed o vevañ eBeleriand. Er c'hentañ hag en Eil oadvezh, edoValinor en tu all d'ar mor, Belegaer, a-dal da Zouar ar C'hreiz. E fin an Eil oadvezh e voe distrujet Númenor hag e voe tennet Valinor eus Arda[2]. Brastreset eo bevennoù ar c'hevandirioù.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn eus Beleriand er C'hentañ oadvezh

Beleriand, Lindon

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Al lodenn eus Douar ar C'hreiz a oa ar pellañ er c'hornôg en Oadvezh kentañ e oaBeleriand. Ar vro-se hag Eriador a oa dispartiet eus ar pep brasañ eus su Douar ar C'hreiz gant ar pleg-mor bras. Distrujet e voe al lodenn vrasañ eus Beleriand e-pad gwallreuz Brezel ar gounnar. Chom a reas ur gompezenn eus an arvor, Lindon, just er c'hornôg da Ered Luin (anvet ivez Ered Lindon pe Menezioù glas). Rannet e voe Ered Luin ha Lindon gant Pleg-mor al loar nevez-savet ; en norzh e oa Forlindon, hag er su Harlindon.

Eriador

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E gwalarn Douar ar C'hreiz, Eriador e oa ar vro etre an Ered Luin hag arMenezioù Latarek. En Eil oadvezh e talc'he Rouantelezh Arnor, savet gantElendil, ar pep brasañ eus ar vro. Pa voe diskaret e teuas ar pep brasañ eus Eriador da vezañ gouez. En trede oadvezh, e oa annezet ul lodenn vihan eus ar vro gant anHobbited er Gontelezh. Er gwalarn edo lenn Evendim, anvetNenuial gant an Elfed gwezhall. Chom a reas un nemorant eus koad kozh Eriador betek an Trede oadvezh, just er reter d'ar gontelezh, a oa anvet ar C'hoad kozh gant an Hobbited. Eno e veveTom Bombadil[T 1]. Er biz edoVree, al lec'h nemetañ ma oa Hobbited ha Tud o vevañ er memes lec'h. Pelloc'h er reter edo krec'hiennWeathertop, el lec'h m'edo kreñvlec'h Amon Sul, ha pelloc'h c'hoazhRivendell, kêrElrond. Er su da Rivendell e kaved bro gozh Hollin, a oa gwezhall bro elfek Eregion, ma voe goveliet arGwalennoù a c'halloud. E havroù louet (Mithlond), e Pleg-mor al loar, e saveCirdan al listri a implije an Elfed da guitaat Douar ar C'hreiz da Valinor[3].

Menezioù Latarek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn gwalarnDouar ar C'hreiz e diwezh an Trede oadvezh, a ziskouez Eriador (a-gleiz) haRhovanion (a-zehou). Er penn pellañ a-gleiz emañ Lindon, holl ar pezh a chom eusBeleriand.

Savet e voe ar Menezioù Latarek gantMelkor en Oadvezh kentañ da stoufañ an hent da Oromë, unan eus arValar, a dreuze alies Douar ar C'hreiz pa veze o chaseal[T 2]. Savet e voe rouantelezh Korred arMoria er C'hentañ oadvezh dindan kreiz an aridennad menezioù. An div ode vrasañ da dreuziñ ar menezioù e oa an ode uhel pe ode Imladris en un tu, e-kichenRivendell, gant un hent uhel hag unan izel[T 3][T 4], hag ode ar c'horn ruz, pelloc'h er su e-kichen ar Moria, a oa digor e-tro ar bloaz[T 5].

Rhovanion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er reter d'ar Menezioù Latarek edo an Anduin, ar stêr vras, a rede etramek ar su, ha koadMirkwood er reter. War glann ar c'hornôg, rag-enep da penn suañ Koad Mirkwood edo bro elfekLothlorien. Pelloc'h c'hoazh er su, harp ouzh ar Menezioù Latarek, edoFangorn, bro anEnted. En un draoñienn e beg Su ar Menezioù Latarek e kavedIsengard, kreñvlec'hSarouman.

Broioù ar reter

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Broioù ar su

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Garbowski, Christopher (2013). "Middle-earth". J.R.R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment. Routledge. 422–427. ISBN 978-0-415-86511-1. 
  2. Tom Shippey,The Road to Middle-Earth,HarperCollins 2005, ISBN:978-0261102750, pp. 324–328
  3. The Return of the King, levrenn 6, pennad 9 "The Grey Havens", ha stagadenn B

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Reiñ a ra ar roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
  1. The Fellowship of the Ring, book 1, ch. 6 "The Old Forest"
  2. The Silmarillion, pennad 3 "Of the Coming of the Elves and the Captivity of Melkor"
  3. Unfinished Tales, pp. 271, 281
  4. The Annotated Hobbit, p. 105
  5. The Fellowship of the Ring, levrenn 2 pennad 3
g  ka  ke
OberennoùJ.R.R. Tolkien
Embannet
e-kerzh e vuhez
Embannet goude e varv
Yezhoù
QuenyaSindarinAdûnaicKornôgegKhuzdulYezh Du
Pobloù ha krouadurioù
Personajoù
Douaroniezh
Traezoù
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Douaroniezh_Douar_ar_C%27hreiz&oldid=1997449#Douaroniezh »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp