Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Enezenn

Eus Wikipedia
enezenn
place type
Iskevrennad eusStumm douarel,landmass,lec'hiadur douaroniel,physical location Kemmañ
Occupantislanders Kemmañ
Model itemBusta Rhymes Island Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E453) Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after islands Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from islands Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of islands Kemmañ
Enezennig Pokonji Dol erMor Adria(skeudenn gant Donar Reiskoffer)
Enez Cíes e Galiza
Kartenn enezeg arGlenan eus 1764, ma weller enezennoù, enezennoùigoù ha kerreg.

Unenez pe unenezenn zo un douar gronnet gantdour, gant armor peurvuiañ, enezennoù zo ivez erstêrioù hag ellennoù. Bihanoc'h eget urc'hevandir ha brasoc'h eget urgarreg eo.

Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : inizi bras haginiziigoù,atolloù, inizi kevandirel hag inizitanveneziek. Inizi kalvezel zo ivez. Alies e vez an enezenn a-dal d'andouar-bras, met inizi zo zo e-kreiz ar mor pe ar meurvor. 300 000 enez a vije war an Douar.

Gerioù ha liesterioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ent-strizh,inizi eo al liester hollek,enezennoù an hini resis.Enezeier a zo un adliester da inizi. Da skouer, inizi zo erMeurvor Atlantel, m'emañ an enezennoùAscension haSantez Helena.

Meur a enezenn zo en unenezeg ;enezegi,enezegoù eo al liester. Da skouer,Japan zo un enezeg vras : 6 852 enezenn zo eno.

Inizi kevandirel ha driv ar c'hevandirioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa vez bras-divent an enezenn e vez graetenez kevandirel anezhi. Div enez kevandirel a zo war ar blanedennDouar:Aostralia haGreunland. Sellet e vez Aostralia evel ur c'hevandir en hec'h-unan zoken, ar pezh n'eo ket gwir evit enezennoù bras all a zo ul lodenn eus urblakenn litosferek roget gant driv ar c'hevandirioù :Madagaskar hag Afrika,Ginea Nevez hag Okeania,Borneo hag Azia,Korsika haSardigna hag Europa, etc.

Inizi er stêrioù hag al lennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Enez Manitoulin eo brasañ enezenn dour dous ar bed, warlenn Huron, e proviñsOntario eKanada. Skouerioù all :

Inizi tanveneziek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An inizi tanveneziek pe volkanek a zo graet gantlava urmenez-tan pe meur a hini. Ar mor tro-dro dezho a c'hall bezañ don-tre, miliadoù a vetroù. An inizi tanveneziek e-kreiz ar meurvor n'int ket stag ouzh kevandir ebet.Enez ar Skorn, anInizi Kanariez hagHawaii zo skouerioù inizi tanveneziek.

Inizi n'int ket atav inizi

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Inizi zo a c'hall bezañ stag ouzh an douar-bras pe un enezenn all pa eo izelvor, ha/pe gant ur pont, ur chaoser pe ur riboul, evelMenez-Mikael-ar-Mor haNervouster. Met ma eo gant urstrizh-douar, untombolo pe dreizostaziezh ne c'haller ket komz eus un enezenn ken, urc'hourenez ne lavarer ket.

Inizi kalvezel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

EJapan, enIzelvroioù hag enEmirelezhioù Arab Unanet. Da skouer emañ aerborzh etrebroadel Kansai war un enezenn galvezel, e Bae Osaka, a-vaez da enezHonshū (enezenn vrasañ Japan).

An inizi er sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E mojennoù kozh ar Gelted eoEnez Avalon paradoz an dud. War un enezenn emañ paradoz Doueed arC'hresianed kozh ivez.

Kaoz zo eus un enezenn e romantoù brudet evel "Enez an Teñzor" gantRobert Louis Stevenson, "An Enezenn gevrinus" gantJules Verne ha "Robinson Crusoe" gantDaniel Defoe, istor un den en e-unan war un enezenn.Enez ar Rod zo ur romant brezhonek skiant-faltazi gantZavier Langleiz.

Er sinema e c'haller mennegiñ "Cast Away" gantRobert Zemeckis (aktour :Tom Hanks) hag er stiradoù skinwel "Lost", tud kouezhet o c'harr-nij war un enezenn iskis ha galen.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerenezenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Enezenn&oldid=2069568 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp