Eusa, peEnez-Eusa, zo unenezenn hag urgumun a-vaez da aodoù kornôgBro-Leon, e gwalarn departamantPenn-ar-Bed, eBreizh.Eusaiz,Isañviz a vez graet eus an enezourien, haMaoutiged eo olesanv en abeg da vent vihandeñved an enez.
EnHenc'hres e oa anavezet an enez dindan an anv ΟυξισάμαOuxisáma, diwar argalianegux- "uc'h, uhel" ha-sama "-kenañ", peogwir e vez gwelet a-bell[3].Uxantis e oa an anvlatin enItinerarium Antonini,Ussant egalleg e1350[3] haOuessant e galleg hiziv.Heißant eo an anvnederlandek a lenner war ar c'hartennoù kozh (eC. de Finesterre)[4], hagUshant eo an anvsaoznek.
Dekred eus ar 26 a viz Du1790 war al le ret : e penn-kentañ1791 e voe nac'het al le ouzhar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Yves Laot, ha gant Jean-Marie Trebaol, kure[7].
Merval a reas 43 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
Nijerezioù arRoyal Air Force (aerlu arRouantelezh-Unanet) aet d'ar strad : d'ar27 a viz Meurzh1941 e kouezhas un nijerezBlenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar53th Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumunGwidel hag unan all ePerroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini ; d'ar5 a viz Ebrel1941 e kouezhas un nijerezHampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar50 Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet ; d'an10 a viz Ebrel1941 e kouezhas un nijerezSpitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa ; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf ; d'ar4 a viz C'hwevrer1942 e kouezhas un nijerezWhitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas ; he c'hwec'h nijour a voe tapet gant anAlamaned[10].
Nijerezioùaerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad : d'ar18 a viz Du1942 e kouezhas ur c'harr-nijB-17F-10-BO (anvetFloozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa haBeg Lokmazhe gant dek den e bourzh ; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[11] ; d'ar6 a viz Genver1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh ; ne voe ket adkavet ar c'horfoù ; d'ar16 a viz Ebrel1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh ; ne voe adkavet korf ebet[11]; d'ar1añ a viz Mae1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8vet Air Force, 91vet Bomb Group, 323vet Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor eBaz ar Fourn nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh ; o tistreiñ eus ur vombezadeg eSant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alamanFocke-Wulf 190[12] ; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe ket kavet o c'horfoù[11].
↑Marsel Guieysse,La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936.
↑Kristof Jezegoù,Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42