Anenepfaskouriezh zo unideologiezh politikel enebet ouzh an ideologiezhoù, an aozadurioù hag an hiniennoùfaskour. Ganet eo an ideologiezh-se er bloavezhioù 1920 e broioù Europa, en he barr e oa bet dres a-raok ma vije tarzhet anEil Brezel-bed, pa oa enebet nerzhioùan Ahel ouzh broioù lies, a oa deuet da vezañ arGevredidi hag ouzh luskadoù hag aozadurioù rezistañs dre ar bed. An enepfaskouriezh a zo bet un dalvoudegezh o treuziñ an holl strolladoù politkel ha gant selloù ha doareoù d'ober liesseurt:anarkour,komunour,peoc'hgarour,republikan,demokrat sokial,sokialour hasindikalour kement hakreiz politikel,mirour,fankizour ha betekbroadelour.
Ar faskouriezh, un ideologiezh politikel eus an tu-dehoù pellañ, dreist-broadelour, brudet evit bezañ bet implijet gantfaskourin Italia ha gant anNazied alaman, a oa kroget da zont war-wel e fin ar bloavezhioù 1910. Aozadurioù enepfaskour a oa kroget da ziwan er bloavezhioù 1920 evit enebiñ ouzh an ideologiezh nevez-se. Ar faskouriezh a oa deuet da vezañ ideologiezh ar Stad en Italia e 1922 hag en Alamagn e 1933, o reiñ nerzh da obererezhioù enepfaskour, evel ar rezistañs alaman d'an naziegezh hag ar strolladoù rezistañs italian. An enepfaskouriezh a oa bet un dra a bouez eBrezel Spagn, ar pezh a voe ur rakskeudenn eus an Eil Brezel-bed.