Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Emgann Waterloo

Eus Wikipedia
Emgann Waterloo
Tamm eus Brezel arSeizhvet Kengevread
etre anImpalaeriezh C'hall
hag ar broioù kengevreet
Emgann Waterloo
Emgann Waterloo

Emgann Waterloo gant Robinson
Maread18 a viz Mezheven1815
Lec'hWaterloo
Belgia
Disoc'htrec'h ar broioù kengevreet war Bro-C'hall
Emgannerien
ArSeizhvet Kengevread:
Rouantelezh Unanet
Prusia
Proviñsoù Unanet
Rouantelezh Hannover
Impalaeriezh c'hall kentañ
Pennoù-brezel
Dug Wellington
Gebhard von Blücher
Napoleon Bonaparte
Niver a emgannerien

118 000
73 000
Kolloù
Arme Wellington

3 500 den marv
10 200 den gloazet
3300 steuziet
Arme Blücher

1200 lazhet
4400 gloazet
1400 steuziet
24000-26000 marvet / gloazet
6000-7000 prizoniad.
15 000 steuziet

Emgann Waterloo a c’hoarvezas d’an18 a viz Mezheven1815 e-kichenWaterloo, ur gêriadenn eusBrabant (hiziv eBelgia) a oa enImpalaeriezh C'hall en amzer-se. En em gannañ a reas arme anImpalaeriezh c'hall kentañ, renet gant an impalaer gallNapoleone Buonaparte, a-enep un emglev savet etre arme arRouantelezh-Unanet, renet gantDug Wellington, hiniPrusia, renet gantGebhard Leberecht von Blücher ha stadoù all kevreet ganto evelRouantelezh an Izelvroioù,Rouantelezh Hannover, PriñselezhBraunschweig-Lüneburg.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1814 e oa bet rediet Napoleon da zilezel ar galloud, ha harluet e oa bet enEnez Elba, erMor Kreizdouar, er-maez daToskana. E 1815 en doa kuitaet an enez, ha dilestret e oa e Provañs. Ac'hano e oa aet da Bariz ma c'hallas adkemer ar galloud, goude tec'het ar roueLoeiz XVIII e miz Meurzh 1815.Meur a hini eus ar Stadoù european a oa bet oc'h ober brezel dezhañ er bloavezhioù a-raok a gemeras perzh neuze erSeizhvet Kenunaniezh da enebiñ outañ, ha kroget e oant da sevel o armeoù adarre. LuioùWellington ha Blücher a oa o c'hortoz nepell diouzh harzoù Bro-C'hall. Soñjet en doa Napoleon e c'hellfe tagañ pep arme eus e du a-raok ma vefent unvanet da aloubiñ Bro-C'hall gant harp armeoù all ar Genunaniezh. D'ar 16 a viz Even Napoleon a oa deuet a-benn da dagañ darn Arme Prusia e-kerzhEmgann Ligny, ar re-se a oa bet o kilañ d'ar 17 a viz Even er biz. Siwazh evit Napoloen kilet e oa bet en urzh vat hag a-stur gant arme Wellington. Napoleon en doa kaset un trede nerzh a-dreñv ar Brusianed, pezh a tegasasEmgann Wavre gant penn a-dreñv an arme brusian d'an 18-19 a viz Even. An nerzhioù gall-se n'o devoa ket kemeret perzh en Emgann Waterloo. D'ar 16 a viz Even, ul lodenn vihan eus an arme C'hall a oa bet o kemer perzh enEmgann Quatre Bras o stourpm a-enep un nerzh Soaz ha Kevredet. Deuet e oa a-benn ar re saoz-kevredet da zerc'hel penn betek ar 16 a viz Even, met dre ma oa kilet ar brusianed e oa bet rediet ivez d'en ober Wellington betek Waterloo a oa bet tizhet d'ar 17.

Trec’het e voe arme an Impalaeriezh C'hall ha lakaet e voe fin evel-se da striv Napoleon da zont d’ar galloud en-dro goude bezañ tec’het diouzh enezElba. Ur wech faezhet Napoleon en Emgann Waterloo, e voe kaset d’an harlu da enezSaint Helena.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Emgann_Waterloo&oldid=2125332 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp