Goude faezhadenn Alarcos en 1195 en devoa Alfonso VIII c'hoant da ober un emgann bras enep an almohaded. Goulenn a reas digant ar pabInosant III e skoazellañ da gaout harp rouaned kristen all ledenez Iberia, o prezeg ur groazadeg evit ar gristeniezh, o prometiñ pardon ar pec'hedoù d'ar re a deufe d'an emgann, ha kement-se dre hanterouriezh arc'heskob Toledo, Rodrigo Jiménez de Rada.
Goude trec'h an armeoù kristen e voe diskleriet an emgann-mañ da vezañ barr arReconquista ha deroù kiladenn ar Vuzulmaned. Daoust da se ne voe bras an heuliadoù, ha ne grogas aloubadeg saonenn arGuadalquivir nemet tregont vloaz goude .