Emgann Deorham | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
![]() Adsavadur un tokarn saoz | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Caer Ceri, Caer Baddan, Caer Gloui | Wessex | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Cyndyddan† Ffernfael† Cynfael† | Ceawlin eus Wessex | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
E577 e c'hoarvezasEmgann Deorham, e-kichen ar gêriadenn anvet Dyrham hiziv moarvat, e kreisteiz arGloucestershire. Enebiñ a reas ar roue saozCeawlin Wessex ouzh rouaned teir rouantelezh vrezhon eus traoñienn anHafren:Caer Ceri,Caer Baddan haCaer Gloui. N'eus diskrivadur ebet eus an emgann ha n'anavezer anezhañ nemet dre un arroudenn verr erC'hronik Angl-ha-Saoz.
Un trec'h saoz bras e voe. Goude an emgann e kemeras Ceawlin Wessex teir c'hêr:Cirencester (Corinium) a oa ur gêr-benn proviñs moarvat dindan an impalaeriezh roman,Gloucester (Glevum) a oa ur c'hreñvlec'h roman kozh haBath (Aquae Sulis), ur gêr kouronkoù kozh. Kalz dismantroù kenkizioù zo bet kavet tost d'ar c'hêrioù-se, ar pezh a dalvez e oa ur rannvro binvidik ha sevenaet. He c'holl a voe ur gwall daol evit arVrezhoned.
Lenn a reer alies e voe biskoazh pouezusoc'h an trec'h saoz rak a-drugarez dezhañ e c'hellas rouantelezh Wessex tizhoutMor Iwerzhon ha disrannañ Brezhoned ar c'hreisteiz diouzh ar pezh a yelo da vezañBro-Gembre. Ne harpas ket an darempredoù etre an div rannvro, avat, rak erVIIvet kantved e oa dalc'het c'hoazh rouantelezhGlastenning gant tiernedDogfeiling. Evit gwir ez eo ouzh rouantelezhHwicce e voe staget darnioù an tiernegezhioù faezhet, neket ouzh hiniWessex. Ha daoust ma oa aloubet diouzhtu rannvroCirencester gant rouantelezhWessex ne berc'hennas Bath ha Gloucester nemet bloavezhioù diwezhatoc'h.
Efed pouezusañ an emgann a oa, war a seblant, e roe an tu da SaozonWessex da bellaat kêriadennoù brezhon traoñienn an Hafren, tra ma teue kalz diaesoc'h d'hec'h enebourien argasiñ kreiz o zachenn.
The Age of Arthur, John Morris, Phoenx Press, Londrez, 2004,ISBN 1842124773