Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ekologiezh

Eus Wikipedia
Struj war ar menezioù Ruwenzori

Anekologiezh zo studi an darempredoù etre ar boudoù bev etrezo diouzh un tu hag etre ar boudoù bev hag o metoù diouzh an tu all. Unan eus skiantoù an natur eo an ekologiezh.

Ar ger « ekologiezh » a zeu eus anhenc'hresianegoikos (« ti », « annez ») halogos (« skiant », « anaoudegezh ») : skiant an annez, ar metoù eo. Ijinet e voe e1866 gant arbevoniour alamanErnst Haeckel, daoust ma c'hallfe bezañ bet ijinet gantHenry David Thoreau kerkent ha1852[1].

An ekologiezh a zo termenet en un doare strizh evel studi an danvez termenet uheloc'h. Gallout a reer lakaat kemm etre daou strollad : hini ar boudoù bev (biokoinos) hag ar metoù fizikel (metoù), ar pezh a ya d'ober anekoreizhiad. Studiañ a ra an ekologiezh ar redoùenergiezh ha danvez a dro en unekoreizhiad (ger ijinet gantTansley). An ekologiezh zo un hollad unvan en ul lec'h resis (urc'hoad, urprad, urstank... ), urmetoù lec'hel eo.

Hervez an termenadur-se ne sell ket ouzh an ekologiezh studi anadennoù hollek hor planedenn (efed ti-gwer,digoadadur,saotradur), met ouzh argeodinamiezh diavaez, ouzh anhinadoniezh, hag ouzh andouaroniezh pa vez obererezh an dud zo pennkaoz an anadenn. Dont a ra ar meskaj-se diouzh reñver implij ar ger ekologiezh hag eus e zistummadur gant anekologiezh politikel.

Arabat eo meskañ an ekologiezh gant arbiodouaroniezh a vez studiet enni ingaladur ar boudoù bev war an Douar diouzh skeuliadoù disheñvel, eus al live hollek d'al live lec'hel. Etre an ekologiezh hag ar biodouaroniezh e kaver un danvez anvet "ekologiezh ar maezadoù" a studier ennañ ar redoù boudoù bev en un takad fetis, al liammoù, an eskemmoù genoù etre strolladoù. Peadra zo da arguzenniñ gant implij ar ger maezadoù gant an danvez-se.Ret eo lakaat kemm ivez etre an ekologiezh ha bevoniezh ar poblañsoù, an emdroerezh hag arfilogeniezh.

En tu all d'an termenadur skrivet a-us e ranker eta ober gant ar ger ekologiezh gant evezh bras.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Evit ur pennad klok, s.o.Istor an ekologiezh

E 1866 e oa krouet ar ger ekologiezh gant ar bevoniour alamanErnst Haeckel.Degaset eo bet meiziad an ekologiezh da Vro-C'hall gant douaroniourien skol arBloazdanevelloù douaroniezh (Annales de Géographie), gantPaul Vidal de la Blache peurgetket, a studie pizh - goude 1871 dreist-holl- an enklaskoùalaman, reFriedrich Ratzel dreist-holl. ArBloazdanevelloù douaroniezh a genlabouras enne douaroniourien ha louzawourien evelGaston Bonnier. Koulskoude, abalamour d'ar mennozhioù nevezlamarckour degemeret e Bro-C'hall d'ar c'houlz-se e vo e diorroet muioc'h ar meiziad-mañ er broioù angl-ha-saoz.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. "Retour au Contrat naturel",Michel Serres inCtheory, 11 mai2006

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Roger Dajoz (2000)Précis d'écologie. Dunod, (Paris) 615 p.
  • Paul DuvigneaudLa synthèse écologique : populations, communautés, écosystèmes, biosphère, noosphère Doin éditeurs 1984ISBN 2-7040-0351-3
  • Patrick MatagneComprendre l'écologie et son histoire. La bibliothèque du naturaliste. Les origines, les fondateurs et l'évolution d'une science..., Delachaux et Niestlé, 2002ISBN 2-603-01268-1)
Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn anekologiezh.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ekologiezh&oldid=2097453 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp