Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ekelsbeke

Eus Wikipedia

Kumunioù Frañs
Anvizelvroek haflandrezek kornôgelEkelsbeke
Anv ofisielEsquelbecq
Lec'hiadur
Skoed
RiezFrañs Frañs
RannvroHauts-de-France
DepartamantNorzh
Bro hengounel
ArondisamantDukark
EtrekumuniezhCommunauté de communes de l'Yser
KantonWormhout
Kod INSEE59210
Kod post59470
MaerJean-Michel Devynck
Amzer-gefridi2008-2014
Gorread12,7 km²
Led50° 53' 11" Norzh
Hed02° 25' 55" Reter
Uhelder kreiz21 m
Uhelder bihanañ11 m
Uhelder brasañ29 m
Poblañs hep kontoù doubl2 145(2010)
Stankter169 a./km²
Lec'hienn ar gumunwww.esquelbecq.com

Ekelsbeke enizelvroeg hag eflandrezeg kornôgel, anv ofisiel egalleg :Esquelbecq, a zo ur gumun eusFlandrez Frañs (departamant anNorzh), erWesthoek.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Lab bet adsavet e La Plaine au Bois.
    Lab bet adsavet eLa Plaine au Bois.
  • Monumant al Lazhadeg.
    Monumant al Lazhadeg.
  • Plakenn ouzh an iliz katolik.
    Plakenn ouzh an iliz katolik.
  • Lazhadeg La Plaine au Bois‎ e-pad anEil brezel bed: 84 soudard eus LuBreizh-Veur hag ur soudard gall, Robert Vanpée, a voe drouklazhet en ul lab el lec’h anvetLa Plaine au Bois (nepell ouzh ar vevenn ouzh kumunWormhout) goude bout en em rentet d'an28 a viz Mae1940, daou brizoniad a zeuas a-benn da achap. An dorfedourion a oa milourion eus anSS Leibstandarte Adolf Hitler[2],[3]. E beredWormhout eo beziet ar Vreizhveuriz bet lazhet. E bered ar C'hommonwealth en Ekelsbeke eo douaret Robert Vanpée.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sint Volkwyn, mod hallekerke, d.l.e. gant teir nev memes ment dezhe
    Iliz katolikSint Volkwyn, modhallekerke, d.l.e. gant teir nev memes ment dezhe
  • An ograoù, 1982, da gemer lec'h ar re bet devet e 1976
    An ograoù, 1982, da gemer lec'h ar re bet devet e 1976
  • Ur breserdi kozh
    Ur breserdi kozh
  • Ur breserdi kozh, deut da vout ur stal levrioù kozh.
  • An ostaliri
    An ostaliri
  • War ar blasenn e weler an ostaliri; dizimplij eo bremañ[4].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun:Esquelbecq Communal Cemetery

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Rouantelezh-Unanet2
Hollad2

Marvet int e-pad arBrezel bed kentañ, unan e 1916, egile e 1917[5].

Bered ar C'hommonwealth:Esquelbecq Military Cemetery

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Afrika ar Su1
Alamagn7
Frañs3
Indez1
Kanada2
Rouantelezh-Unanet608
Zeland-Nevez4
Hollad628

Ur vered ag arBrezel bed kentañ eo[6]. Digoret e voe e miz Ebrel 1918, e penn-kentañ an dagadenn alaman e Flandrez, ha serret e miz Gwenholon 1918. Implijet e voe gant an daou ospital-talbenn (2ndCanadian ha 3rdAustralian Casualty Clearing Stations) bet er gumun. Enni eo beziet ur soudard eus ar2nd Bn. Durham Light Infantry bet fuzuilhet e miz Gouere 1916 evit bout dizertet[7]. Implijet e voe endro e-pad anEil brezel-bed, dreist-holl da veziañ soudarded bet lazhet e miz Mae 1940 e-pad an emgannoù evit difennDukark. E-mesk ar soudarded c'hall douaret enni emañ Robert Vanpée[8].

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Nav stal levrioù kozh a gaver er gumun[9].
  • Bervet e vez bier gant ar Breserdi Thiriez[10].

Dezougen

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • An ti-gar.
    An ti-gar.
  • War al linenn hent-houarn eusArras daZukark, bet digoret e 1848, emañ Ekelsbeke.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • War lez ar sterIjzer emañ Ekelsbeke.

Emdroadur ar boblañs 1793-2010

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

[11]

Gouelioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Patate-feest (Gouel an avaloù-douar) e miz Eost.
  • Nozvezh al Levrioù a vod aozerion, barzhed, embannerion, levrdiourion, h.a., bep kentañ sadornvezh a viz Gouere.

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Bez Robert Vanpée e bered ar C'hommonwealth en Ekelsbeke
    Bez Robert Vanpée e bered ar C'hommonwealth en Ekelsbeke

Gevelliñ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Guy Rommelaere, "Histoire et Patrimoine d'un village flamand: Esquelbecq", 1995
  • Guy Rommelaere, "Mai 1940: Le massacre oublié", eil embannadenn, 2002

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn ar gumun
  2. WW1 Cemeteries
  3. Wormhoudt-Massacre
  4. Ur gartenn-bost
  5. In Memories
  6. In Memories
  7. WW1 Cemeteries
  8. Commonwealth war Graves Commission
  9. Esquelbecq Village du Livre
  10. Brasserie Thiriez
  11. Cassini hagEBSSA
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ekelsbeke&oldid=2054697 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp