Trec'hioù armeoù an Ahel (1939-1942)Bugel sinaat o leñvañ goude bombezadeg Shangai gantnijlu Morlu Impalaeriel Japan e 1937The Montreal Daily StarMontréal :Germany Quits, 7 Mae 1945
AnEil Brezel-bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo1939 ha miz Gwengolo1945 er bed a-bezh.Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul arBrezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ anAhel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezelSpagn adalek an 18 a viz Gouere1936, ar brezel etreJapan haSina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gantAlamagn hagURSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel arFrañs hag arRouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag arStadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heulPearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir.Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : argevredidi hag anAhel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel enEuropa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz anIIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep divizImpalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ anAhel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945.Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer.Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù.Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl anNazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet lazhadeget tud gant anEinsatzgruppen, deportet tud ekampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien,Slaved,Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo).En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in erManchukuo, 200 000 plac'h eusKorea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-padLazhadeg Nanjing da skouer. Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel anSSJosef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz,Rotterdam en Izelvroioù ;Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant arGevredidi war-lerc'h (Dresden hagHamburg en Alamagn,Tokyo gant napalm). Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, eHiroshima hag eNagasaki (Japan). An Eil Brezel-Bed a reas eus arStadoù-Unanet hag eusURSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.
Deiziad resis fin an Eil Brezel-bed n'eo ket ar memes e pep lec'h dre ar bed. Er mare e oa bet degemeret hini an arsav-brezel d'ar15 a viz Eost1945 (V-J Day), muioc'h evit devezh kodianañ ofisiel Impaleriezh Japan d'an 2 a viz Gwengolo 1945, hag a oa bet termen ofisiel d'ar brezel en Azia. Ret e oa bet gortoz 1951 evit gwelet arskrid-emglev peoc'h etre Japan hag ar Gevredidi. E 1990 e oa bet ur skrid-emglev war dazont Alamagn a aotree adunvaniñ ar vro etre Alamagn Reter hag Alamagn Kornôg da vezañ diskoulm eus unan eus ar c'hudennoù a oa chomet abaoe fin ar brezel-bed. Biken ne oa bet eus ur skrid-emglev peoc'h ofisiel etre Impalaeriezh Japan hag anUnvaniezh Soviedel, memes ma oa bet echuet gant ar stad a vrezel etrezo abaoe andisklêriadur boutin Soviedel-Japanat eus 1956, ar pezh en doa roet tu adsevel liammoù diplomatek leun etrezeo.