Edvard Munch (distaget:[ˈmʉŋk]mounk) a oa ul livournorvegiat.Ganet e oa bet d'an12 a viz Kerzu1863 eLøten e Norvegia, met enOslo en doa tremenet e vugaleaj. Breur d'an istorour Peter Andreas Munch e oa.
E-kerzh e vugaleaj e varvas e vamm hag e c'hoar. Ober a reas studioù er skol teknikel a-raok treiñ d'anarzoù. Er penn-kentañ e reas taolennoù en doare al livourien realourc'hall gant ar pal livañ e vuhez dezhañ : da skouer, an daolenn "Noz", hag a zo teñval, a livas goude marv e dad. D'ar mare-se e krogas da aozañ e daolenn vrudetañ,Ar Garm (1893).
Diwezhatoc'h e voe pedet gant klub arzourienBerlin, met berz a voe lakaet war e daolennoù gant annazied, ar pezh el lakaas trist ha dinerzhet.
E1902, goude un emgann gant e wreg, e voe gloazet ezorn kleiz gant un boled revolver, hag e1908, goude touelladurioù ha dinerzhadennoù, e voe kaset da ospitalKøbenhavn.
En Ekely e-kichen Oslo e varvas d'an23 a viz Genver1944, d'an oad a 80 vloaz.