Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renadFranco d'un aozadursponterezh, hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn,Unaniezh Europa (betek 2009),Stadoù-Unanet Amerika hag all. Adalek 1968, hervez ar sifroù ofisiel ha kemenadennoù an ETA[1] eo bet lazhet gantañ 829 den[2], gloazet miliadoù, muturniet kantadoù[3] ha skrapet dekadoù a dud, hep mennegiñ an tunadurioù fontoù a-leizh graet gantañ[4].
Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho") eolugan ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).
E1959 e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneralFranco. Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne doareoù bevañ hengounel ur strollad armet. E 1973 eo drouklazhetLuis Carrero Blanco, penn ar gouarnamant ha niverenn 2 ar renad "frankour", e Madrid.
D'an22 a viz Meurzh2006 e voe disklêriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet e voe gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpañ "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwirioù evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroadurioù politikel a c'hall bezañ evit an amzer da zont."