Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dugelezh Veur Lituania

Eus Wikipedia
Ardamezioù meur Dugelezh Veur Lituania
Dugelezh Veur Lituania e 1387
Banniel an Dugelezh

Dugelezh Veur Lituania (Dugelezh-veur Lituania;Lietuvos Didžioji Kunigaikštystė elituaneg,Вялікае Княства Літоўскае ebelaruseg,Wielkie Księstwo Litewskie epoloneg) a oa ur Stad european hag a badas eus anXIIvet kantved betek1569. Adalek 1569 neuze e teuas da vout ul lod eusKenunaniezh Pologn ha Lituania a badas betek1791. Savet e voe an Dugelezh-veur gant alLituaned, unan ag ar meuriadoùbaltliesdoueek, a veve enAukštaitija. Astenn he zachenn a reas an Dugelezh kement ma enlakaas lodennoù ec’hon an ez-Rus eus Kiev ha takadoùslav arall. Goloiñ a raeBelarus,Latvia,Lituania, ha lodennoù agEstonia,Moldova,Polonia,Rusia hagUkraina a-vremañ. Pa voe ar Stad-se en he barr erXVvet kantved e oa hini vrasañEuropa. Enni e kaved yezhoù, relijionoù ha sevenadurioù liesseurt.

Kregiñ a reas al levierion lituaniat gant unanidigezh an douaroù-se en eil hanterenn an XIIvet kantved.Mindaugas, levier kentañ an Dugelezh Veur, a voe kurunennet evel roue katolik e1253. Chomel a reas pagan ar boblañs avat. Taget e veze ar Stad pagan gant arVarc’heion Deutonek hag anUrzh Livonia da geñver ar c’hroaziadegoù balt(pe gKroaziadegoù an Hanternoz). Pa grogasGediminas da ren e aotreas e renidi da grediñ er relijion a blije dezhe. Deuet e oa ar Stad da voutlieskenelel halieskredennel. Ar politikerezh-se a gendalc’has dindan ren e vabAlgirdas a astennas c’hoazh e zomani. Hogen, e1386 e sinas e warlerc’hiad,Jogaila,Unaniezh Krewo (pe akta Krėva) o tegas daou cheñchamamant bras evitLituania: gounezet e voe ar vro ez-ofisiel d’arfeiz kristen (katolik) ha diazezet un unaniezh politikel etre an Dugelezh Veur haRouantelezh Polonia.

RenVytautas Veur a verkas koulz astenn ar Stad ha faezhidigezh ar Varc’heion Deutonek enemgann Grunwald (Žalgiris evit Lituaniz). Merkañ a reas ivez savidigezh ar brientinelezh lituaniat. War-lerc’h marv Vytautas ez eas an traoù da fall gant Rouantelezh Polonia. Klask a reas an dudjentil lituaniat lakaat diwezh d’an unaniezh hiniennel gant Polonia. Hogen, abalamour d’arbrezelioù lituaniat-moskovat e voe dav derc’hel gant al liammoù etre an div vro.

A-c’houdevezh, gantUnaniezh Lublin e 1569 e voe krouet ur Stad nevez:Kenunaniezh Polonia ha Lituania. Er gevredad-se e viras Lituania e emrenerezh politikel gant ur gouarnamant distag, lezennoù, un arme hag un teñzor. Ar gevredad az eas da get gantBonreizh 1791, hag an unaniezh e1795.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dugelezh_Veur_Lituania&oldid=1986783 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp