Drogon (dug Breizh) | |
Dug Breizh | |
Ren | 952—958 |
---|---|
A-raok | Alan II Varvek |
Goude | Hoel Iañ |
Kont Naoned | |
Ren | 952—958 |
A-raok | Alan II Varvek |
Goude | Foulk II Anjev |
Buhez | |
Ganet | 950 |
Marvet | 958(8 vloaz) Añje,Kontelezh Añjev |
Tiegezh | Naoned |
Tad | Alan II,dug Breizh |
Mamm | Diwar tiegezh Bleaz |
Relijion | Katolik |
Drogon (950? -958), kont Naoned, ha dug Breizh eus952 da958 a varvas en bugel.
Mab e oa daAlan II a Vreizh, anavezet ivez evelAlan al Louarn. E vamm,Roscille Bleaz, a oa c'hoar d'ar c'hontTepot Iañ Bleaz.
Ne oa nemet 2 vloaz pa varvas e dad digantañ. E eontr Tepot, a oa kulator dezhañ, a hastas dimeziñ e c'hoarintañvez da'r c'hontFoulk II . Rannet e voe Breizh etre an daou vreur-kaer: da Foulk kontelezh Naoned hag an dug yaouank da ziwall, da d-Tepot hanternoz ar vro. Nemet re bell e oa Breizh diouzh bro an eontr, ha neuze e fizias al labour ren e daou zen:
Pa varvas Drogon a-daol-trumm, e958, e kavas tro Kronikenn Naoned da lakaat ar muntr war-gontFoulk II: goulennet en dije digant magerez ar bugel skeiñ dour berv war e benn a-greiz ma oa o kibellat.
Goude marvet Drogon e oa droug e Naonediz dre ma ne rae netra Foulk evit herzel ouzh ar Vikinged da zont elLiger, pa gavent aesoc'h ober freuz ha reuz e Breizh war-lerc'h marvAlan II. Neuze ez ejont da c'houlenn digantHoel Iañ haGwereg, daou vab bastard daAlan II, ober war-dro o c'hontelezh.
En e raok: Alan al louarn | Rouaned ha Duged Breizh![]() 952 –958 | War e lerc'h: Hoel Iañ |
Anavet eo buhez Drogon un tamm bennak gantKronikenn Naoned en XIvet kantved.