Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dour-beuz

Eus Wikipedia
Dour-beuz eSomeire, en Okitania, e 2002.
Dour-beuz enHaiti, e 2004.
Dour-beuz eZeeland e 1953.
Dour-beuz eFouras da-heul ar gorventenn Xynthia, war aodoù Bro-C’hall, d'an 28 a viz C’hwevrer 2010.

Dour-beuz a vez pa vez goloet ur gorread bras a zouar gantdour, deuet eus urstêr o tic’hlannañ, eus armor, pe diwarglaveier bras.Liñvadenn a reer ivez eus an dra-se ha brudet eo alLiñvadenn Veur a gonter erBibl.

Er broioù sec’h ne vez ket euvret mat an dour glav gant an douar ha pa vez glaveier bras ne c’hall ket an douar lonkañ ar reñver a zour. Redek a ra an dour-se d’ar stêrioù ha pa vez leun ar re-se e teu an dour er-maez eus o naoz ha goleiñ an douar tro-dro : "dic'hlann" pedour-bras a reer eus an dra-se. Pa vez dizoloet an douar en-dro e chom lec’hid alies a-ziwar-lerc’h an dour. Gant ar ouelezenn-se e vez frouezhusaet an douaroù zo war ribloù ar stêrioù, un dra vat evit al labour-douar. En istor eo brudet dic’hlannoù anNil enEjipt, en Henamzer, kenkoulz ha re ar stêrioùEufratez haTigris eMezopotamia.

Dour-beuz a c’hall bezañ ivez war aodoù ar mor : pa vez reverzhi vras ha pa vez avel greñv e c’hall ar mor sevel uheloc’h eget boaz ha goleiñ douaroù izel an arvor. Ma vez kalz a zour ouzhpenn er stêrioù en em daol er mor, e c’hall an dour-beuz-se bezañ drastus. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoù anIzelvroioù d’an 31 a viz Genver1953 (1 835 den lazhet). Ingal e c’hoarvez dourioù-beuz ivez e kêrioù eus Breizh zo e goueled aberioù, evelMontroulez,Kastellin,Kemperle,Landerne.

Gant dour ar mor ivez e c’hall an arvor bezañ beuzet da-heul untsunami, krouet gant urc’hren-douar. Kement-se a oa c’hoarvezet war aodoùMeurvor Indez e miz Kerzu2004.

D’en em wareziñ diouzh an dour-beuz e c’haller sevelchaoserioù, da zispartiañ ar mor pe ar stêrioù diouzh an douaroù izel zo en o c’hichen. Brudet eo ar re zo en Izelvroioù, da wareziñ ar vro-se diouzh ar mor.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dour-beuz&oldid=1636497 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp