Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dour

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Un dakenn dour gwelet a-dost.

Ulliñvenn dreuzwelus, diliv, dic'hwezh ha divlaz eo andour (liester :dourioù,doureier). Anoksidenn dihidrogen eo pe andrenkenn hidroksiek e c'hell bezañ anvet ivez. Ur c'hompozad kimiek simpl eo, met gant perzhioù dibar diwar arpennaheladur. E formulenn gimiek a zo H2O ha pepmolekulenn a endalc'h unatom oksigen etre daou atomhidrogen en ur ober ur "V" digor bras. An dour pounner en deus daou atom deuteriom e-lec'h an hidrogen. An deuteriom a zo unizotop hidrogen. Formulenn an dour pounner (oksiddeuteriom) a zo D2O.

Dindan ar gwask atmosferel a ya daaezhenn an dour pelloc'h eget 100° C hag a ya da vezañ solut dindan 0° (daskorn ez a da vezañ). Ur perzh dibar eo ivez pa chom an holl gompozadoù nes (sulfur hidrogen,ammoniak,metan, da skouer) er stad gazek dindan wrezioù izeloc'h.

EnDouar a-bezh e kaver dour kazi e pep lec'h hag eo ur c'hompozad ret evit ar veverien ha dezho eo an dour un dra neutrel, divlaz ha dic'hwezh.

War-dro 70% gorread an Douar a zo goloet gant an dour hini ar meurvorioù da gentañ penn, met kavet e vez dindan stumm urmor, ullenn, undourredenn, urstêr, urwazh pe urganol.
Deskrivet e vez red an dour a-dreuz pep kombod douarel dre dresañkelc'hiad an dour (e gelc'hiad biogeokimiek).

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Plac'h en urpoull-neuial
Adskeudenn daou zen war dour ur poull

Divlaz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ober a reer gant gerioù

  • eveldourchistr, dourvel, dourwin, dourgafe,, pa gomzer euschistr,gwin,kafe, blaz an dour warne,
  • hag ivezdourwad, meskajdour hagwad, pe ar c'hontrol.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerdour er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dour&oldid=1894051 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp