Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Douar

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletDouar (disheñvelout).

Troc'had an douar en unhin istrovanel c'hleb : gwiskad uhel teñval ha gwiskad izel arruz.

Ar meskajpri,traezh ha danvezioù organek a ya d'ober alleur eo andouar.Pluskenn diavaezañ an bladenennDouar eo, war he c'horre emañ eta. Ennañ, warnañ hag a-us dezhañ emañ ar vuhez viologel, ennañ dreist-holl dre an abeg m'emañ 50% eusbevliesseurted ar bed. Kemmañ a ra ivez anatmosferenn. Arpedologiezh eo ar skiant hag a studi an douareier, etrebevoniezh,kimiezh hafizik.

A bep seurt traoù a gaver en douar :meinadoù,gazoù,liñvennoù, danvezioù organek hagorganegoù. Argouelezennoù a zo en aer, en dour pe er skorn a ya d'en em lakaat war an douar abalamour d'arpounnerder, hag ober a reont gwiskadoù.Krignerezh al leur a c'hall cheñch stumm ha keriadur an douar.

E stadoù, fetisterioù ha livioù a bep seurt a c'hall bezañ an douar : kalet pe vlot, sec'h pe c'hleb, laoskaet, du, gell, arruz, arvelen... Pa vez mesket gantdour e komzer eusbouilhenn pe fank.

Implijoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pouezhus eo ergounezerezh (pe "labour-douar"), entisaverezh hag enhenoniezh. Implijet e vez gant an dud evit obermogerioù hapodoù.

Astenn-ster ha keveneptedoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre astenn-ster e implijer ar ger douar evit komz eus :

  • al leur,
  • un dachenn pe un takad bras pe brasoc'h, eus un domani bennak betek ur vro a-bezh.

Gallout a reer kevenebiñ an douar hag :

  • an aer : war an douar n'eo ket en aer,
  • an dour : an douaroù diveuz n'int ket an douaroù beuzet gantañ.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Douar&oldid=2109402 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp