Pa gomzer eusdivyezegezh e vez pe diwar-benn tud gouest da gomz divyezh pe diwar-benn traoù divyezhek (skridoù, filmoù), pe diwar-bennskolioù, ha broioù zoken. Meur a zoare da vezañ divyezhek a zo e gwirionez avat.
Ez-ledan e c'hellfer lâret eo divyezhek an neb a oar ober gant div yezh pe en un doare pasivel pe en un doare aktivel e vefe. Peurliesañ avat e vez implijet en un doare strishoc'h antermendivyezhek evit tud a zo gouest d'ober gant div yezh en un doare ken flour hag unan bet desket ar yezhoù-se da yezh kentañ. Implijet e vez an termenoù damheñvelteiryezhegezh,pederyezhegezh haliesyezhegezh evit an dud a oar teir, peder yezh pe ouzhpenn.
Isrannet e vez an divyezhegezh hiniennel hervezbarregezh an den war bep yezh:
Divyezhegezh kempouez (saoz. 'coordinate bilingualism'): Bep termen pe frazenn a denn e penn an hini a oar an div yezh d'ur mennad disheñvel hervez ar yezh ma vez implijet gantañ. Da skouer, n'eo ket heñvel evit un hini a oar brezhoneg kement hag ar galleg a seurt-mañ ar perzhioù a denn d'ar ger 'ki' diouzh un tu hag ar ger 'chien' diouzh an tu all. Peurliesañ o devez an dud divyezheg-mañ urpouez-mouezh pe untaol-mouezh kreñvig a-walc'h. Alies a-walc'h e vez kavet tud divyezhek a seurt-mañ eKebek. Peurliesañ e vez kavet divyezhegezh kempouez pa reer gant div yezh komzet gant kumuniezhioù yezh ha sevenadur hag a chom digemmesk an eil diouzh eben.
Divyezhegezh kevrennek (saoz. 'compound bilingualism'): Disheñvel-tre eo an doare divyezegezh-mañ diouzh an hini displeget a-is rak en darvoud-mañ e tenn ar gerioù heñvelster d'an hevelep mennadoù e penn an dud a ra gant an div yezh-se. Evite, da skouer, e tenn ar gerioù 'ki' hag 'chien' dres d'ar memes tra. Peurliesañ n'o devez kudennoù ebet, pe kalz nebeutoc'h a gudennoù, evit distagañ en un doare reizh pep hini eus an div yezh komzet gante. Kavet e vez an doare divyezegezh-mañ dreistholl el lec'hioù ma vet komzet uryezh bihan-niver pe c'hoazh gant tud o deus desket uneil yezh (L2) en un doare flour ha disi..
Divyezhegezh digempouez (saoz. 'subordinate bilingualism'): En darvoud mat eo ret treiñ eus ar yezh kentañ a-benn kavout ar gerioù hag ar frazennoù en eil yezh. Kavet e vez alies-tre seurt divyezhegezh gant tud a zo o paouez kregiñ da deskiñ uneil yezh pe n'int ket barrek-tre warni.
Sañset eo uhel live kognitivel an dud en daou rummad divyezegezh kentañ (kempouez ha kevrennek) hag aezetoc'h eo dezhe dre vras deskiñ yezhoù all warlerc'h evit an dud na oar nemet ur yezh.
Divyezhegezh kevredel
En ur gumuniezh divyezhek n'eo ket an holl o chom enni a dle bezañ divyezhek dre ret avat. Pa c'hell an holl dud en ur gumuniezh ober gant ur par yezhoù e vez ranket an divyezegezh kevredel-se a seurt-mañ :
Brizhdivyezhegezh (saoz. 'diglosia') : Setu penaos e vez graet eus ur gumuniezh a ra gant div yezh gante ur renkad kevredel disheñvel, da lâret eo e vez implijet unan eus an div yezh evit ober dreist-holl dre gomz war dro traoù an ti, ar familh, ar buhez prevez hag all keit ha ma vez implijet an eil hini evit darvoudoù a live uhel pe formel ha dreist-holl dre skrid. Alies-tre e vez kavet seurt divyezegezh e brioù Europa e lec'h ma reer gant uryezh rannvro evel e Kembre (kembraeg-saozneg) pe c'hoazh e Breizh (brezhoneg-galleg).
Kenyezhegezh (saoz. 'ambilinguism') : Ar c'hontrol-mik eus ar pezh a c'hoarvez pa vez komz eus brizhdivyezhegezh (pediglosia). Diaezet a-walc'h eo e gwirionez kavout takadoù ma vez graet gant div yezh disheñvel hep ma vefe graet un diforc'h etre darvoud-implij ur yezh ha darvoud-implij eben. Peurliesañ e vez kavet seurt divyegezgezh a bep tu d'ur vevenn yezhel ha politikel.
Damdivyezhegezh (saoz. 'bipart-lingualism') : Setu penaos e vez lâret pa vez klevet meur a yezh war un takad-douar bihanik a-walc'h hag e lec'h ma vezunanyezhek an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno hep na vefe kalz a darempred etre an dud a ra gant pep yezh evel e broioù ar Balkanoù.
Divyezhegezh ha darempred
Pa en em gav tud disheñvel e sav diwar an emgav-se un doare darempred. Pa fell d'an dud diswel kengred gant ur re dud bennaket e vez klasket perzhioù boutin kenetreze, da skouer ober gant ur yezh anavezet gant an holl. D'ar c'hontrol, avat, e c'hell kavout c'hoant an dud diskwel ez int disheñvel diouzh ar re all ha neuze e vez klasket lakaat war wel perzhioù evit ober an diforc'h, evel ober gant ur yezh resis disheñvel diouzh an hini a ra a re all ganti.
Meur a dud divyezheg, met n'eo ket an darn vrasañ dioute avat, a ra gant ar 'kemm-yezh' (saoz. 'code switching'), da lâret eo kemm-digemm etre ur ur yezh hag eben. A-wechoù eo ar c'hoant diskwel ez eur a-du ha kengred gant ar re all abeg ar c'hemmoù yezh-se.
Alies eo ivez un doare da ziskoulmañ kudennoù en ur glask gerioù en ur yezh chomet hep bezañ diorret pe pa n'eo ket bet skoliataet an dud dre ar yezh-se evel a degouezh gwall alies gant yezhoù evel ar brezhoneg hag ivez gant envroidi.