250vet rann-arme troadegiezh
infantry division,volunteer division,Wehrmacht infantry division,Wehrmacht division| Rann eus | Wehrmacht  |
|---|
| Deiziad krouiñ | Gouere 1941  |
|---|
| Lesanv | División Azul  |
|---|
| Anv ofisiel | 250. Infanteriedivision Spanische Freiwilligendivision,250.ª División de Infantería de voluntarios españoles,250.ª División Española de voluntarios  |
|---|
| Anv er yezh orin | División Azul  |
|---|
| Perzhiad e | Talbenn ar Reter  |
|---|
| Brezel | Tikhvin defensive operation,Tikhvin offensive,Operation Polar Star,Battle of Krasny Bor,Talbenn ar Reter  |
|---|
| Skour lu | Heer (Wehrmacht)  |
|---|
| Stad | Spagn  |
|---|
| Bet erlec'hiet gant | Blue Legion  |
|---|
| Present in work | Order of battle during the Battle of Krasny Bor  |
|---|
| Deiziad divodañ | 17 Du 1943  |
|---|
| Renet gant | Agustín Muñoz Grandes,Emilio Esteban Infantes  |
|---|
An250vet rann-arme troadegiezh (alamaneg:250. Infanterie-Division), brudetoc'h evelDivisión Azul (alamaneg:Blaue Division), a oa un unvez emouestlidi eusSpagn frankoour oberiant etre1941 ha1943 elLu alaman (alamaneg:Heer) warTalbenn ar Reter anEil Brezel-bed. An anv ofisiel e oa arRann-arme youlidi spagnol (spagnoleg:División Española de Voluntarios) gant allu spagnol.
Francisco Franco a oa bet trec'h goudebrezel diabarzh Spagn (1936–1939), harpet e oa bet ar vroadelourien gantAlamagn nazi. Renadaotrouniek Franco, en un doare ofisiel, a oa chometneptul en Eil Brezel-bed met tomm e oa ouzh anAhel. Goude obererezhioù ministr spagnol an aferioù estrenRamón Serrano Suñer hag ul lod eus pennoù bras al lu spagnol goude an 22 a viz Even 1941 ha lañs anOberiadur brezel Barbarossa, Franco a oa bet a-du da aotreañ keodedourien spagnol da emezeliñ en un doare prevez el lu alaman hag a-du e oa da harpañ anezho dre an dafariñ nemetken. Urrann-arme troadegiezh a oa bet savet neuze diwarFalanjisted hag ofiserien eus al lu spagnol ha kaset e oa bet da c'hourdoniñ en Alamagn. An unvez a oa bet o stourm war Talbenn ar Reter eseziz Leningrad, dreist-holl enemgann Krasny Bor. Distroet e oant eus an talbenn goude ma vije bet pouezet gantar Gevredidi war Bro-Spagn e miz Here 1943. Distroet e oant da Vro-Spagn nebeut amzer goude-se. Meur a vil den a oa chomet war an Talbenn hag e oant bet lakaet er 121vet rann-arme troadegiezh, en unvez berrbadLegión Azul, hag evit echuiñ erWaffen-SS.