Divi Kervella,Divy Kervella e marilh ar boblañs[1] (21 a viz C'hwevrer1957 –28 a viz Kerzu2017) a oa uryezhoniour, ur geriadurour hag un troour brezhonek. Maketennour, da lavarout eo prientiñ levrioù evit an embann, e oa e vicher.
Disteroc'h e vije bet an embann brezhonek hep labour didrouz Divi Kervella.
E1957 e voe ganet Divi Kervella e-kichenPariz, daIvetig an Dred-Kervella haFrañsez Kervella. Breur eo daErwan Kervella,Riwanon Kervella hagAnnaig Kervella.
E1959 e tistroas an tiegezh da Vreizh, eTreger, ma voe desavet an holl vugale e brezhoneg.
ELannuon e voe skoliataet Divi betek ar c'hlas termen, hag ur wech tapet ar vachelouriezh gantañ ez eas daRoazhon d'ober studioù war argwir. Paouez a reas gante a-raok ar fin, ha goude-se e tremenas un aotreegezh war ar brezhoneg.
Gant Divi Kervella e voe troet arbannoù-tresetTroioù-kaer Tintin e brezhoneg evit an ti-embannAn Here.
EvitAl Liamm e labouras war daouzekvet embannadurGeriadur Hemon-Huon (2014).Bet eo Divi Kervella prezidantBodad ardamezouriezh Breizh ha prezidant ar gevredigezhBannieloù Breizh.
Diwar skouer e dud, a labouras a-hed o buhez evit difenn ar brezhoneg hag e gas war-raok, e ouestlas Divi Kervella e vuhez d'ar yezh.
Er gelaouennWanig ha Wenig e voe embannet ar skridoù kentañ bet sinet gantañ ; diwezhatoc'h, p'edo o studiañ eSkol-veur Roazhon 2, e skrivas evit ar gelaouennig vrezhonekYod-Kerc'h, ma kenlaboure e vreur Erwan ivez.Goude e studioù ez eas da vaketenner evit an embann brezhonek, dre hanterouriezhKuzul ar Brezhoneg ; ouzhpenn bizskrivañ ha pajennaozañ evit an embann brezhonek e tifazie ar skridoù alies. Kement a labour en deveze ma n'en devoe biskoazh amzer da lakaat e vennozhioù war baper.
Kenlabourat a reas evelato gant an ti-embann An Here : evitCholori, ur gelaouenn evit ar vugale, e tresas hag e savas istorioù ; evitTalabao, kazetenn vrezhonek ar grennarded, e savas pennadoù skiantel — gantAlan Dipode e veze maketennet an div gelaouenn gant an dorn betek ma voe graet al labour gant Divi Kervella hag eveziant pajennaozañ.
Evit An Here ivez e troas 19 albomTroioù-kaer Tintin.
E2005 e savas un hentennAssimil nevez da zeskiñ brezhonek, war-lerc'h an hini savet gantFañch Morvannou er bloavezhioù 1970.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |