Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.
Koulskoude e voe degemeret gant 48stad diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouezSuafrika anapartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn.Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reasPolonia,Tchekoslovakia,Yougoslavia haUnaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia,Ukraina,Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoùYemen haHonduras.
Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gantJeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.