Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Disheolier

Eus Wikipedia
An disheolier, gantFrancisco de Goya.
An disheolier, gantClaude Monet
Plac'h he disheolier, gantÉdouard Manet
Noazhourez he disglavier, gantPierre Carrier-Belleuse, 1890
Ar c'hansellerPierre Séguier, gant un disheolier dreist e benn, livet gantCharles Le Brun, 1670.
Ar varkizezElena Grimaldi, livet gantAnthonis van Dyck, 1670.

Undisheolier zo urbenveg da zisheoliañ an dud, da reiñ dezhodisheol, dezho da c'hallout chom er-maez hep gouzañv nerzh anheol.

Penaos eo

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra d'andisglavier un tamm, met kalz brasoc'h e vez peurliesañ. Evel an disglavier e ra evel un tammtoenn a-us d'ar pennoù, gant un tamm danvez stegnet d'ober disheol. Pa ne vez ket tev a-walc'h e c'haller santout an tommder a-dreuz an disheolier evelkent.

A bep seurt disheolieroù zo: ar re vihan a vez douget gant an dud, hag ar re vrasoc'h, kalz ponneroc'h, hag a vez lakaet e-kichentaolioù hakadorioù, da zebriñ er-maez, pe e-kichen kadorioù-hir, d'an dud da c'hourvez a-wechoù.

Disheoliañ pinvidien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E kevredigezhioù zo e weler tud pinvidik gant mevelien o terc'hel disheolieroù dreist o fenn.

En Europa ar XVIIvet kantved e vezemorianed yaouank, sklaved e gwirionez, e tiegezhioù zo o terc'hel an disheolier a-us da bennoù maouezed an tiegezhioù pinvidik.

En aod

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra d'an hañvourien astenn en heol met pa vez re greñv nerzh an heol e plij dezho kavout un tamm disheol dindan un disheolier. A-wechoù e nij kuit an disheolier gant an avel.


Arouez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Arouez ar rouaned e oa an disheolier gwenn eGevredazia . E welout a c'haller war ardamezioù Kambodia, ha reLaos a-raok 1975.


Liammoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.


Taolennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Sarah Bernhardt, Itron ar C'hamelia ha plac'h he disheolier.
    Sarah Bernhardt, Itron ar C'hamelia ha plac'h he disheolier.
  • Paotr en e goazez en aod dindan un disheolier.
    Paotr en e goazez en aod dindan un disheolier.
  • Diskuliañ ur c'hevrin: Petra ma Doue zo dindan un disheolier?
    Diskuliañ ur c'hevrin: Petra ma Doue zo dindan un disheolier?
  • Daou zen dindan un disheolier, e Sina.
    Daou zen dindan un disheolier, e Sina.
  • E 1920
    E 1920
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Disheolier&oldid=2133694 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp